Skolaj Diwan Sant Ervlan
Dek vloaz eo dija Skolaj Diwan Liger Atlantel gant 54 skolajiad evit an distro-skol 2017.
Emañ dek munutenn eus kreiz-kêr Naoned gant an tramgarr, ha war gumun Sant-Ervlan. Kreskiñ a ra tamm ha tamm ha plas zo evit degemer muioc'h a skolajidi er bloavezhioù da zont, evit ar vugale a zeuio eus Skol Diwan Sant-Ervlan da gentañ – a zo en hevelep lec'h hag ar skolaj - hag eus adskol Naoned e su ar gêr vras. E 2016 e oa loc'het ar Redadeg eus Sant-Ervlan. Tolpet e vez ur bern kevredigezhioù war ar memes lec'h ouzhpenn ar skol hag ar skolaj : ur vagouri, kentelioù noz, stummadur hir Skol an Emsav, hag Alternante FM, ur radio staliet nevez zo amañ hag a labouro sur a-walc'h gant ar skolaj ! Kouskva ar skolaj zo war al lec'h ivez. Anavezet eo muioc'h-mui ar skolaj er c'harter, hini Erv Breizh. Re ar c'hwec'hvet hag ar pempvet o doa lakaet mein un tammig e pep lec'h er c'harter nepell diouzh ar skolaj gant kemennadennoù evel «brav eo ar vuhez», evit brudañ ar skolaj.
Meret e vez an holl savadurioù gant ar gevredigezh «Yezhoù ha Sevenadur». Ar gerent a zeu ingal da livañ ar mogerioù ha da staliañ a bep seurt traoù, evel taolioù ping-pong da skouer. Ur c'huzul merañ ar skolaj zo evel e pep skolaj, ouzhpenn ar c'huzul skoazell.