Skol Diwan Naoned 1
Skol Diwan Naoned a zo bet savet e 1987.
Div skol en unan, setu skol Diwan Naoned : ul lodenn eus ar skol zo e kornôg Naoned, nepell diouzh Sant Ervlan, ar skol orin eo, gant 189 skoliad (skol Diwan brasañ ar bed) hag al lodenn all e su al Liger, digoret e 2012 gant 27 bugel. Emañ ar skol o klask ul lec’h nevez gant sikour an ti-kêr. Plijet eo an dilennidi da welet ur skol a ra berzh e karterioù liesliv Naoned. Reiñ a ra startijenn d’an annezidi. An div skol zo liesliv. Skolioù karter int deut da vezañ. Kalz bugale o deus tud o tont eus broioù all. Kalz labour daremprediñ zo bet graet gant tud ar GDP e penn kentañ en un departamant troc’het diouzh rannvro Breizh. Met plijet e vez an dud pa gasont o bugale d’ar skol Diwan ha pa vez degemeret mat-tre ar fed e vefe divyezhek o bugale dija. Plijadur o deus ar vugale da vont da bredañ en un ti evit ar re gozh ivez ha da eskemm ganto. Ur gludeg evit ar yer zo bet savet gant sikour tud ar c’harter ivez e skol ar su, ar pezh en deus graet berzh bras. An endro eo unan eus raktresoù pennañ an div skol ha memes tra evit ar c’huzul skoazell, gant rotelerezh, dastum paper hag ivez an adaozañ kreionoù kozh ! E Naoned eo dasparzhet ar renerezh skol etre meur a gelenner. Dastum arc’hant a ranker ober e Naoned ivez, krampouezh a viliadoù a vez graet amañ en ur bern gouelioù hag evit poellgorioù embregerezhioù memes, da vare an Nedeleg, a c’houlenn digant ar c’huzul skoazell anvet « mignoned Diwan » dont gant o billigoù !