Skol Diwan Sant Nazer
Unan e-touez ar re vravañ e Breizh e vefe ar skol, e-kichen ur skol bublik ha n'eo ket gwall uhel ar feurm. Plas zo gant ar skol koulskoude evit kreskiñ er bloavezhioù da zont. E-pad bloavezhioù ez eus bet cheñchet re alies kelennerien, ar pezh ne blije ket re d'ar gerent. Stabilaet eo an traoù bremañ. Pal ar c'huzul skoazell eo dont a-benn da gaout un trede klas a-benn daou vloaz. Abaoe m'eo bet sinet «Ya d'ar brezhoneg» gant an ti-kêr e vez graet brav d'ar skol. Paeet e vez ar skoazellerezed-mamm gant an ti-kêr zoken, abaoe miz Here 2017, evel e Karaez.
Ar vugale a ya da zebriñ e kantin ar skol bublik e-kichen. Ul liorzh bras zo er skol a vez implijet gant ar skolidi ! Gant ar programm etrevroadel «Eco-Ecole» e vez roet alioù d'ar skol evit liorzhañ en un doare biologel, hag ul leti evit an amprevaned zo bet staliet ganto. Kalz eskemmoù a vez etre Skol Diwan Sant-Nazer hag hini Savenneg.
Ur fest-noz a vez aozet gant ar c'huzul skoazell bep bloaz. Pezh a zegas arc'hant eo ar preti a vez e gouel «Escales» bep bloaz e Sant-Nazer. Tavarnioù a vez staliet ivez e gouelioù ar vro. Brudet eo er vro preti ha tavarn kuzul skoazell Skol Diwan Sant-Nazer. Kentelioù noz a vez aozet ivez er skol.
E fin ar skol, ar vugale a c'hello mont da studiañ e Skolaj Diwan Naoned.