Skolaj Plijidi
E 1995 e oa bet digoret ar skolaj e Plijidi, ur gumun vihan war ar maez e Bro Dreger, feurmiñ a ra ar skolaj ar savadurioù d’ar greizenn sevenadurel Studi ha Dudi .
An hanter eus ar skolajidi a zeu eus Diwan, an hanter all eus klasoù divyezhek publik ha klasoù divyezhek katolik skolioù Divyezh ha Dihun, da lavaret eo skolioù divyezhek publik ha katolik. Degouezhout amañ eo evel beajiñ en ur vro all, n'eus ket tamm stress amañ. Sioul eo al lec'h, digor eo war ar maez, n'eus tamm kloued na moger. Brasañ skolaj Diwan eo, gant 237 skolajiad en distro-skol 2017. An holl a chom da gousket war al lec'h war-bouez daou pe dri, ha pa vefent o chom e-kichen, evit ur gwir soubidigezh e brezhoneg. Kluboù a vez kaset da benn gant kasourien ampart hervez goulenn ar re yaouank : sportoù, labour dorn, dañsoù, arzoù-kaer hag all. Dek kasour a chom da gousket da noz, pemzek zo en holl. Ar raktresoù treuzdanvezel a vez kaoz anezho bremañ, a vez lakaet e pleustr e skolaj Plijidi gant ar skipailh kelennerien abaoe ar penn kentañ ! Muzik, kan, foto, kleweled a vez graet gant ar skolajidi, evel al labour gant Radio Kreiz Breizh da skouer, ar c'hlipoù hag al levrioù ivez ! C'hoariva ivez gant Teatr Piba. Eskemmoù gant Alamagn hag Euskadi a vez ingal. Beajoù a vez bep bloaz ha liammoù gant tud Plijidi ivez !