Darempred

skol_Lannuon_Klas_CE1_CE2

Skol Diwan Lannuon

War ribloù al Leger

E Logivi-Lannuon, ur gêriadenn eus kumun Lannuon, emañ staliet skol Diwan Lannuon. Eus ar skol ez eus ur gwel brav-meurbet war ar Leger ma vez gwelet koulzioù ar bloaz o cheñch.

Ur skol vras eo skol Diwan Lannuon hag unan eus ar re gentañ. E 1977 e oa deut ar vugale gentañ er skol. Ur mare zo bet o doa ranket stourm tud bugale ar skol evit derc'hel ar skol war gumun Lannuon. Deut int a-benn hag ar skol a ra berzh.

Moarvat eo ar skol ar muiañ "etrevroadel" e-touez an holl skolioù Diwan. N'eo ket souezhus tamm ebet gant an holl embregerezhioù pellgehentiñ zo e Lannuon a vez desachet gante ijinourien hag implijidi eus ar bed a-bezh. Bez ez eus bugale liesyezhek e-leizh er skol: Saozon, Poloniz, Spagnoliz, Rused, Alamaned... Hag ouzhpenn o yezh dezho e teskont neuze brezhoneg dre soubidigezh adalek ar skol-vamm.

Da lenn : Kozh paper a vez dastumet gant kuzul skoazell Lannuon

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Manifestomp d'ar 17 a viz Mae 2025 e Roazhon

Evit ar brezhoneg hag a-enep digresk drastus ar c’hevratoù skoazellet

Kendalc'h Diwan 2025

D’ar Sadorn 26 ha d'ar Sul 27 a viz Ebrel e vo kendalc’h Diwan e Ti ar Brug e Kemper. Ur prantad a-bouez eo evit sevel ur bilañs...

An holl bennadoù war an tem-mañ