Skol Diwan Louaneg
Kalz gouelioù hag abadennoù a bep seurt a vez aozet er c'hêrioù ma vez ur skol Diwan. An abeg kentañ eo kavout arc'hant, met degas a ra ivez buhez er vro ha startaat a ra al liammoù etre an dud. Ur skol eus a re blijusañ eo skol Diwan Louaneg. Kengred ha darempredoù kaer zo etre tud ar vugale. Kalz labour a vez kaset da benn ganto evit bravaat ar skol, gant c'hoarioù da skouer evel nevez zo, pe gant abadennoù ha gouelioù a bep seurt a-hed ar bloaz. Plijadur a vez ! Ret eo lavaret n'eo ket bet aes atav buhez skol Diwan Louaneg, gant meur a zilojañ. Koulskoude eo aet war-raok an darempredoù gant an ti-kêr hag eo plaenaet an traoù bremañ mui pe vui. Eus unnek kumun e teu bugale ar skol ! Evit lodenn vrasañ anezho eus Louaneg ha reter da Louaneg : Trelêvern, Kamlez, An Trevoù, Kervaria-Sular...
Er rouedad skolioù Diwan eo ar soubidigezh ar reolenn. Ne vez komzet nemet brezhoneg d'ar vugale. Amañ e Louaneg e komz ar vugale e brezhoneg betek e porzh ar skol, ha p'en em gavont er-maez ar skol zoken. Tro o doa bet warlene da studiañ an anvioù-lec'h e Louaneg. Ar bloaz-mañ e vo ar gwez, hag ijinet e vo istorioù gant margodennoù graet ganto.
Da vare devezhioù ar glad e c'heller gweladenniñ an ti-skol bet savet e 1807 nepell diouzh ar mor en un ti maen ma oa bet ar skrivagner Maodez Glanndour o kelenn gwechall-gozh.