Skol Diwan Plounevez Moedeg
Ur skol savet gant tud ar vugale
Er Chapel-Nevez e oa bet e-pad daou vloaz a-raok kaout un degemer eus ar re wellañ gant ti-kêr Plounevez-Moedeg.
Ur skol war ar maez eo. Lod eus ar vugale a zeu war varc'h-houarn betek ar skol. Brezhoneg a vez kalzik er vro. An tri c'hard eus ar vugale a glev brezhoneg en o familhoù.
Brav eo savadurioù ar skol bet savet gant an dud o-unan, hag ul lodenn e koad gant gwez Koad an Noz e-kichen. Betek lod eus an arrebeuri zo bet fardet ganto !
Ur spered a-stroll kreñv zo e Plounevez-Moedeg. Tost eo an dud d'o skol.
Degemer a ra ar skol 27 skoliad.
Ur skol bublik gant un hentenn divyezhek zo er gumun ivez gant kement a vugale hag er skol Diwan. Diwan a vez choazet, aze emañ an diforc'h.