Penaos e vez tallet an diaesamantoù yec'hed gant skolaj Plijidi ?
Covid 19
22/02/2021
Daoust ma seblant gerioù ar Stad displegañ deomp ha deoc’h n’eus kudenn ebet na cheñchamant ebet er skolioù, e tleomp ansav deoc’h e vez start-tre hom buhez, war an dachenn, dre faot ur protokol a vez startoc’h-startañ da heuliañ bemdeiz. Evel ur sportour a-vicher o c’haloupat dreist d’ar c’hleuzioù en em c’houlenner pegoulz e vo an hini diwezhañ, evel ur bladenn galet a vez lodennet en em c’houlenner e pet tamm e vo lodennet hom empenn …
Krediñ a refet pe ne gredfet ket met tenn eo ar prantad-mañ ha kement cheñchamant a vez da aozañ a vez hir : kas un SMS, cheñch roll ar mont en-dro er predva, cheñch plas d’ar gweleoù…
Dihentet e vez hon femdeiz a-dra-sur, met, dont a reomp a-benn da sevel, da grouiñ traoù memestra : un diskouezadeg war ar mor a vo e 6vet klas, labouret o deus an 3deidi gant un arzourez a-benn sevel un diskouezadeg fotoioù d’ar skolajidi all, emaomp o prientiñ degemer ar CM2 (meur a zevezh), c’hoarioù a-stroll, pe nozvezhioù pijama a zo bet ha setu prest kazetenn ar skolaj !
N’eo ket bet aes ar goañvezh, ni ‘lâr deoc’h, ha koulskoude n’eus ket diskroget na kelenner.ez na kasour.ez ebet gant e/he labour e-pad pell. N’eo ar pell-labour aes evit den. Goût a ouiomp ho peus bet, c’hwi tud ar skolajidi, da aozañ devezhioù dreist-ordinal evit ho pugel, goût a ouiomp e c’houlennomp gant ar re yaouank labourat a-bell ha war an emrenerezh war mizvezhioù ha mizvezhioù; ha kelenn a ra ar gelennerien war an dachenn hag a-bell.
Kelenn ha deskiñ a raemp asambles, ar raktresoù, ar c’hoarzhadegoù a zoug ac’hanomp, holl asambles. Klask a reomp daoust da bep tra, derc’hel al liamm etre ar grennarded hag o c’helennerien, met anat eo, tud omp, ha nec’het, gwasket, kollet memes a-wechoù, gant an aergelc’h ponner-se, met ne gollomp ket spi. Emichañs e c’hallimp degemer an holl skolajidi prestik en-dro. Emaomp o labourat war doser an transportoù pemdeziek c’hoazh, hag emaomp o c’hortoz e vefe degemeret gant ar Rannvro.
O c’hortoz, siwazh, e rankimp ober gant ar steuñv-mañ, amañ-stag goude ar vakañsoù.
Vakañsoù mat deoc’h tout.
Soaz ha Gwenola