Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan roazhon > Degemer ar gannadez Iwerzhonat Mairéad Farrell e Roazhon
1_Mairead_FARRELL_1

Degemer ar gannadez Iwerzhonat Mairéad Farrell e Roazhon

23/09/2024

Pedet e oa bet teñzorer ar rouedad gant Skol an Emsav da zegemer ar gannadez iwerzhonat Mairéad Farrell - Sinn Féin e Roazhon d'an 12 a viz Gwengolo asambles gant div yezh Breizh ha Dizale.
 
War al lec'h e oa ivez Montserrat Casacuberta, kuzulierez-kêr dileuriet evit ar politikerezh yezh.

Oc'h ober un droiad er Stad C'hall he deus bet c'hoant Mairéad Farrell, iwerzhonegerez anezhi, lakaat ar gaoz war ar yezhoù minorelaet hag ar brezhoneg. Degemer mat dezhi ha trugarez da vezañ deuet da doullañ kaoz ganeomp !
 
Gerioù-alc'hwez stag : iwerzhon    irlande   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Bag an Ankou

Ur pezh-c'hoari a zo bet krouet gant skolajidi Diwan Gwened hag o c'helenner, Yann-Charlez. Filmet eo bet gant David Ar Gall ha setu...

Bodadoù tematek

Bodadoù tematek a zo digor d'an holl izili er rouedad. Gant ar bodadoù-mañ e c'hell bezañ lakaet ar gomz war sujedoù hag ober...

An holl bennadoù war an tem-mañ