Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan roazhon > L'école Diwan de Dinan
skol_dinan

L'école Diwan de Dinan

e bro ar Renk

Tost d'ar poull-neuial emañ Skol Diwan Dinan war ur roz a-us d'ar stêr Renk e norzh Dinan ma ya ar vugale da bourmen a-wezhioù.

Un dra a-bouez evit ar skipailh, ar gerent hag ar vugale dreist-holl, a c'hoarvez teir pe beder gwezh ar bloaz er skol da vare an distro-skol, a-raok an Nedeleg da skouer. E-pad ar prantadoù-se e vez mesket al liveoù, en em gavout a ra pep kelenner gant war-dro ugent bugel, hag ar vugale vras a sikour ar re vihan. Evel paeroned ha maeronezed int gant o filhored. Kontañ a ra kalz evit ar vugale, lorc'h a vez er re vras a ya e brezhoneg gant ar re vihan, hag ar re-mañ a wel ez eus tud estreget ar gelennerien a gomz brezhoneg ! A-hend-all e vez labouret kalz gant ar c'huzul skoazell hag ar GDP, evit dastum arc'hant evel-just. Ganto e vez atav ivez ar pal lakaat tud ar vro da dañva ar brezhoneg ha sevenadur Breizh. A-drugarez dezho e vez broudet yezh ha sevenadur Breizh tro-dro da Zinan, gant festoù-noz, ur fest-deiz hag un dro-vale e miz Mae peurgetket.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Manifestomp d'ar 17 a viz Mae 2025 e Roazhon

Evit ar brezhoneg hag a-enep digresk drastus ar c’hevratoù skoazellet

Kendalc'h Diwan 2025

D’ar Sadorn 26 ha d'ar Sul 27 a viz Ebrel e vo kendalc’h Diwan e Ti ar Brug e Kemper. Ur prantad a-bouez eo evit sevel ur bilañs...

An holl bennadoù war an tem-mañ