Skol Diwan Felger
Ar skol ar muiañ er reter e Breizh eo Skol Diwan Felger.
Ar pempvet distro-skol e oa e 2017. Kresket eo buan ar skol betek kaout 46 skoliad. Brav-kenañ eo ar skol e-kichen ur park divent hag un dachenn velldroad. Tost d'an natur neuze ha tost da greiz-kêr ivez ha d'ar vediaoueg lec'h ma vez a-wezhioù ur saloñs al levrioù evit ar re yaouank. Ker a-walc'h eo ar feurm memes tra. Chañs he deus ar skol da gaout tud a ro arc'hant bep miz. Ar re a ro a oar e c'heller disklêrian ar profoù d'an tailhoù, 66 dre gant eus ar sammad roet a vez tennet diouzh an tailhoù. Peurrest an arc'hant ret a vez dastumet gant an deiziataerioù evel er skolioù all, gwerzh ognon Rosko ha kig-ha-fars. Tud ar c'huzul skoazell n'int ket tud o deus bugale er skol. Tud ar GDP a ra kalz labour ivez, betek al labour kontouriezh.
Er skol-vamm e vez implijet lod eus dafar Montessori, traoù e koad a servij d'ar vugale da labourat o-unan. Efedus-bras eo evit ar vugale ampechet, hag evit an holl, doujus da lusk ar vugale. Gant an doare-se e sell ar gelennerien ouzh pep bugel hag e welont buan war petra en deus pep hini ezhomm da labourat. Amañ evel e skolioù zo e vez rannet ar c’hargoù renerezh etre meur a skolaer a-benn skanvaat labour pep hini