Darempred

skol-diwan-gwipedel__RLP6867_Skol_Gwipedel_Skol_vamm

Skol Diwan Gwipedel

Abaoe 2016 eo bet staliet ur skol Diwan e Gwipedel.

Dibarderioù, n'eo ket se a vank amañ e Gwipedel, pe evit ar skol, pe evit ar c'huzul skoazell. E-pad nav bloaz e oa bet ar skol er Meziaer. Adkemeret e oa bet an ti gant ar perc'henn ha distrujet penn-da-benn. E Gwipedel he deus kavet ar skol un degemer eus ar re vravañ gant an ti-kêr. Ha kresket an niver a vugale. An hanter muioc'h a oa en distro-skol 2017. Eus pemzek bugel eo aet an niver da ouzhpenn tregont bugel. Plas a-walc'h zo c'hoazh evit kreskiñ ! An daou gelenner a labour a-stroll hag a implij meur a zoare da zeskiñ. Kalz arzourien zo er vro, hag e-touez tud ar vugale. Meur a hini a zeu d'ar skol evit labourat gant ar vugale war an arzoù neuziañ, evit dañsal hag ober stalioù skrivañ. Plas zo, neuze e vez fiñvet kalz amañ ! Dre un hent glas er c'hoadoù e ya ar vugale war droad da zebriñ merenn e kantin hag e diwallerezh ar skol bublik.

«An hent glas» eo ivez anv kuzul skoazell Skol Diwan Gwipedel. Estreget preti ha tavarn a reont e gouelioù ar vro, ur foar al laou evit traoù ar vugale ivez. Met un dra vras zo n'eus ket neblec'h all e rouedad ar skolioù Diwan. Ur gwir festival a vez aozet ganto, ur festival sonerezh metal, anvet «Samain», pep dibenn miz Here, er Meziaer, da vare kala-goañv evel-just !

Gerioù-alc'hwez stag : Gwipedel    35    Bro Roazhon   

Skignañ ar pennad-mañ