Darempred

Degemer > Etablissements > Ul live brezhoneg a feson gant skolidi CM2 Diwan bet priziet gant akademiezh Roazhon
skol_SkolDiwanKaraezKlasCM_CM2

Ul live brezhoneg a feson gant skolidi CM2 Diwan bet priziet gant akademiezh Roazhon

Kentañ derez

11/09/2018

Gant 98% eus skolidi klas 5 Diwan vez tizhet live barregezh A2 e brezhoneg hervez ur briziadenn kaset da benn gant rektorelezh Roazhon.

Abalamour da Emglev ispisial evit treuzkas yezhoù Breizh a c’houlenn « e tizhfe 90% eus skolidi klas 5 hentennoù divyezhek live A2 e 2020 », priziet int bet skolidi klas 5 Diwan ha reoù ar c’hlasoù divyezhek publik ha prevez en nevez-amzer 2017. Disoc’hoù ar briziadenn-mañ a zo bet kinniget gant servijoù rektorelezh Roazhon e-pad emvod Kuzul-akademiezh ar yezhoù-rannvro dalc’het d’ar 7 a viz Gouere.

En tu all d’ar pal !

En holl, 814 bugel klas 5 a zo bet priziet : 185 e klasoù Diwan (war 227 a oa e klas 5 ar bloavezh-se), 305 e klasoù publik ha 324 e klasoù katolik. « Gant un disoc’h hollek a 79,4% eus skolidi klas 5 bet tizhet ganto al live A2, tost eo live mestroniañ ar brezhoneg eus ar palioù lakaet gant an Emglev ispisial, a skriv ar rektorelezh. E-barzh an disoc’h hollek-se, diforc’hioù bras a vez merket etre an deskadurezh divyezhek parded (74% tizhet) hag an deskadurezh dre soubidigezh (98% tizhet). An diforc’h-se a lak war wel eo dija tizhet, ha zoken tremenet, pal an emglev gant skolidi Diwan. »
 
Laouen oa merourien ha merourezed Diwan o tegemer an disoc’hoù-se e-pad emvod ar c’huzul merañ bodet e Karaez d’an 8 a viz Gwengolo 2018. « Lakaat a ra splann ar briziadenn-se pegen brav eo labour ar skipailhoù pedagogel ha pegen efedus eo an deskadurezh dre soubidigezh evit stummañ bugale divyezhek, eme Stéphanie Stoll, prezidantez Diwan. Bremañ e c’hortozomp disoc’hioù ar priziadennoù sevenet gant skolidi trede klas ha klas termen e-pad nevez-amzer 2018. A-benn ar fin, esperañs zo ganimp e vo merket ar berzh-se gant ar galloudoù foran hag e vefomp selaouet gant ar gouarnamant evit ma vefe anavezet gwelloc’h hor c’hefridi servij publik. »

Framm europat boutin dave evit ar yezhoù a zo un ostilh evit priziañ ar barregezhioù yezh, savet gant Kuzul Europa hag implijet en ur daou-ugent bro bennak er c’hevandir. Implijet vez gant ministerezh an Deskadurezh evit kelenn ar yezhoù bev en eil derez ; framm an Diplom Barregezh war ar Yezh eo ivez evit ar brezhoneg.

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : kentañ derez    priziadenn    brezhoneg    soubidigezh    divyezhegezh    Deskadurezh Stad   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ