Darempred

Degemer > Etablissements > Skol Diwan Boulvriag
Skol Diwan Boulvriag

Skol Diwan Boulvriag
17 straed / rue Koad Lioù
Boulvriag / Bourbriac 22390

09 52 78 32 10


skol.boulvriag[at]diwan.bzh
https://fr-fr.facebook.com/diwan.boulvriag/

Skol Diwan Boulvriag
Ur skol nevez a-walc'h eo skol Diwan Boulvriag, bet digoret e miz Gwengolo 2013.
Skol_Boulvriag_boulvriag

Skol Diwan Boulvriag

A-wezhioù e vez diaes d'ur skol Diwan kavout ur savadur a-feson hag e c'hell ar c'hlask-se padout bloavezhioù. Ti-kêr Boulvriag en doa labouret da gavout ul lec'h foran evit ar skol Diwan, diavez ar vourc’h e oa . Un diskoulm zo bet kavet gwelloc’h e bourc’h Boulvriag gant ar skol . Skol gozh Sant Briag zo bet prenet gant ur c'houblad tud bugale ar skol ha kempennet. En ul lodenn ez eus ranndioù feurmet hag en ul lodenn all emañ skol Diwan Boulvriag a feurm al lec'h evit ur priz dereat.

Un dra souezhus all zo e Boulvriag met marteze e vez kont evel-se e lec'hioù all e Breizh, gwelet e vez kalzik tud n'int ket eus Breizh. Kuitaet o deus ar c'hêrioù, ur seurt liamm sokial a glaskont hag e lakaont o bugale er skol Diwan evit se. Deut int amañ evit al labour pe peogwir e plij ar vro dezho !

E skol Diwan Boulvriag e vez tennet kont eus personelezh pep bugel evit pinvidikaat personelezhioù ar vugale all, emren a-walc'h int a-benn ar fin. Implijet e vez ivez barregezhioù tud ar vugale, evit stalioù keginañ da skouer gant boued Maroko pe Portugal. Labourat a ra ar skol Diwan gant kevredigezhioù all ar vro evit ma vefe stag-mat ar skol eus ar vro lec'h m'emañ. Ha dont a ra kalzik tud eus ar vro da sikour kuzul skoazell ar skol pa vez ezhomm !

Goude ar CM2 e c'hell ar vugale mont pelloc'h gant ar brezhoneg, e skolaj Diwan Plijidi, 6 kilometr pelloc'h. 
Darvoudoù ar skol
Holl darvoudoù ar skol