Skol Diwan Kemperle
Kergoaler / Rue Pont-Aven
Kemperle / Quimperlé 29300
02 98 96 04 59
skol.kemperle[at]diwan.bzh
https://www.facebook.com/skoldiwankemperle/?locale=fr_FR
EURIOU / HORAIRES | |
---|---|
Eurioù klas Horaires classes |
9e00-12e00 |
Eurioù diwallerezh Horaires garderie |
7e30-8e45 |
Kevredigezh an Deskadurezh Pobl Association Education Populaire |
aep.kemperle[at]diwan.bzh |
Kuzul skoazell Comité de soutien |
skoazell.kemperle[at]diwan.bzh |
Skol Diwan Kemperle
- Evit predoù merenn ez eus ur c’hañtin, liammet gant kegin kreiz Kemperle.
- Digor eo an diwallerezh adalek 7e30 vintin ha betek 7e noz.
- Degemeret e vez ar vugale adalek 2 vloaz er skol-vamm, e penn-kentañ koulz hag e-kerzh ar bloaz, a-hed an devezh pe a hanter-zevezhioù.
- Ur servij transportoù a vez kinniget evit ar vugale o tont eus ar c’humunioù tro-dro Kemperle
Taol Kurun, un événement Diwan Kemperle
"Taol Kurun", ur festival a ra berzh bras e miz Genver bep bloaz a vez aozet gant Kuzul Skoazell skol Diwan Kemperle hag ar Gevredigezh Deskadurezh Pobl (KDP), ar festival nemetañ aozet tro-dro d'ur skol Diwan. Amañ eo pouezus an eskemmoù etre ar rummadoù oad. Brudet eo skol Diwan Kemperle evit lakaat war wel konterien, kanerien ha sonerien ar vro.
Ar vugale a labour gant kanerien evel Anne-Marie Colomer a zeu ingal da welet ar vugale. Labouret e vez kalz war ar rimadelloù hag ar c'han. Dre se e ya alies bugale ar skol da genstrivadeg Kan ar Bobl. Kaierigoù CD gant tonioù eus ar vro zo bet embannet gant ar C'homite Skoazell. Bep tri bloaz e ya bugale ar skol da Okitania ivez da eskemm gant tud arallvro ha se abaoe pell zo.
Dalc'husted ha startijenn o doa ranket kaout tud Kuzul Skoazell skol Diwan Kemperle e penn kentañ. N'eo ket bet disoñjet penaos ne oa ket bet faotet d'ur skol bublik e Kemperle e 1994 e yafe bugale Diwan da zebriñ asambles gant bugale o skol. Cheñchet eo bremañ hag aet eo an traoù war an tu mat. Skolioù publik ha laik eo ar skolioù Diwan. Ar vugale a zeu eus pell amañ, war-dro an hanter eus Kemperle. Div linenn kirri-boutin zo, unan o tont eus Rieg, an hini all eus Gwelegouarc'h, hag alese e teu bugale eus ar Faoued zoken.
Fest ar vugale : un après midi pour tous les enfants
30 janvier 2018
Dans le cadre du festival Taol Kurun, qui égaie depuis plus de 20 ans l’hiver dans le pays de Quimperlé, l’école proposera le...
Sortie nature de la classe de Marc’harid et Elina (TPS, PS, MS)
30 janvier 2018
Les élèves de la classe des petites et moyennes sections se sont rendus au bois du camping pour contempler la nature.