Forom an heñchañ 2023
D'al Lun 6 a viz Meurzh 2023
01/02/2023
Emañ skipailh Eil Derez Diwan, kenskoazellet ar bloaz-mañ gant renerezh ha skipailh skolaj Diwan Jakez Riou, oc’h aozañ forom Diwan an heñchañ.
Evit-se hon eus c’hoant reiñ digarez d’ar skolajidi 3de da zizoleiñ ur bern micherioù a bep seurt, dre videoioù berr.
Ha laouen ’vefec’h da sevel ur video berr evit komz eus ho micher ?
Er video berr (etre 2 ha 3 munutenn), filmet gant ur pellgomz hezoug, vefe lâret ganeoc’h :
-
Piv oc’h ? (anv, oad, micher, lec’h beviñ...)
-
Studioù heuliet ganeoc’h ? (peseurt bak.., ha goude ?)
-
Penaos eo deuet ar mennozh d’ober ar vicher-mañ ?
-
Perzhioù diaes ho labour ?
-
Perzhioù mat ho labour ?
-
Hag evit echuiñ, ur gerig kas c’hoant d’ober ar vicher-mañ.
Trugarez da zegas deomp ho video dre WeTransfer da forom.henchan[at]diwan.bzh a-raok ar Merc'her 1añ a viz Meurzh 2023 (anv ar video : micher / anv).
Deoc’h da c’hoût e chomo prevez ar video ha diskouezet da skolajidi 3de Diwan nemetken. Ne vo ket embannet ar video war internet en un doare digor.
M’ho peus goulennoù, deuit e darempred ganeomp : eil.derez[at]diwan.bzh ; 02.98.21.33.69
Ma anavezit tud a vefe laouen da ginnig o micher, treuzkasit ar gemennadenn-mañ !...
Video skouer gant Tangui, kelenner war ar matematikoù e Skolaj Diwan Kemper.