Galv d'en em vodañ evit gwareziñ kelenn yezhoù Breizh
D'ar Sadorn 13 a viz Meurzh e Kemper
05/03/2021
Kendivizad Stad-Rannvro war ar c’helenn yezhoù Breizh : goulenn a ra ar c’hevredigezhioù ur c’henemglev uhelek bremañ diouzhtu !
Kelaouet int bet ‘barzh ul lizher kaset d’an 2 a viz Meurzh gant prezidant Kuzul rannvro Breizh e oa stanket ar c’hendivizad Stad-Rannvro evit ar c’helenn yezhoù Breizh en abeg "d’ar skoilhoù lakaet gant Ministr an deskadurezh-Stad kement war an danvez ha war ar stumm hag an divizoù gortozet chomet direspont".
Mil a-bouez emañ ar c’henemglev-se evit ar c’helenn divyezhek hag ar c’helenn brezhoneg dre vras kement evit ar rouedad Diwan hag evit ar rouedadoù skolioù publik pe gatolik. Sellet a ra ar c’henemglev-se diouzh sujedoù all estreget ar c’helenn brezhoneg evel diorren ar brezhoneg er vuhez pemdeziek (panellerezh, mediaoù, sevenadur...) ouzhpenn.
An tu nemetañ eo ar c’henemglev-se evit reiñ d’ar Vretoned.ezed ar binvioù evit diorren ha kemer e-karg treuzkas ar brezhoneg. Daoust d’an engouestl kemeret gant ar c’hentañ Ministr d’an 9 a viz C’hwevrer 2019, e framm ar gevrat evit an ober publik e Breizh, ha daoust d’al labourioù don kaset da benn gant ar c’hevredigezhioù ha Kuzul sevenadurel Breizh, n’eo ket bet sinet ar c’henemglev Stad-Rannvro c’hoazh !
N’eus ket mui da dortal ! Bremañ diouzhtu kaer eo ret ober un dra ! O tostaat emañ ar c’hinnig lezenn evit ar yezhoù a vo votet er Vodadenn vroadel ivez ! Goulenn a ra groñs Diwan, Div yezh Breizh, Kelennomp ha Divaskell, kevredigezh nevez ar gerent evit ar c’helenn divyezhek e skolioù katolik, ha Kevre Breizh, kenurzhierezh ar c’hevredigezhioù sevenadurel e Breizh, ma vo sinet ur c’henemglev youlek a-live gant palioù ar politikerezh yezh votet gant ar rannvro a-raok dilennadegoù rannvro e miz Mezheven ha ma vo paouezet da stankañ an traoù gant ar Stad ha dreist-holl gant ministr an Deskadurezh Stad evel pezh zo bet disklêriet gant Loïg Chesnais-Girard.
Setu perak emañ Diwan, Div yezh Breizh, Kelennomp, Divaskell ha Kevre Breizh o c’hervel an holl dud kar d’hor yezh ha d’hor sevenadur da vont da vanifestiñ e Kemper d’ar Sadorn 13 a viz Meurzh da 1 eur 13 d’enderv* evit ma vevo hor yezhoù !
* Gant ur maskl dre ret ha jestroù herzel e-pad ar vanifestadeg