« Sirius-tre eo ar stummadur kinniget e Kelenn »
Ur skolaer a lavar e soñj
02/07/2014
Petra a raec'h a-raok dont e Kelenn? Penaos ho peus anavezet ar greizenn stummañ Kelenn ?
A-raok dont da Gelenn e oant bet skolaer e skol Diwan Naoned e-pad daou vloaz, amzer din bezañ sur eo ar vicher skolaer a fell din ober. Anavezet eo bet ar greizenn stummañ Kelenn ganin dre skritelloù da gentañ pa oan studier e skol-veur Brest.
Penaos eo tremenet ho bloavezh e Kelenn? Penaos ho peus kavet ar stummadur dre vras?
Tremenet eo mat ma bloavezh skol. Daoust da se n'eo ket bet ur bloavezh aes, dav eo bet labourat ingal evit kas war un-dro ar stummadur master, ar memor ha prientiñ ar genstrivadeg. En holl d'an holl e seblant din eo bet frouezhus-tre, stummet mat on bet war pep tachenn a denn d'ar vicher skolaer, ha war ar brezhoneg. Ha gant m'emaon o tremen arnodennoù dre-gomz ar genstrivadeg (disoc'hoù d'ar bevar a viz Gouere !) e c'hellan lavaret omp bet prientet a-feson. Holl ac'hanomp hon eus santet souten skipailh Kelenn a-bezh, eus al levraouegerez betek ar renerez, an holl anezho, dreist-holl pa voe mareoù gwaskus evidomp. Ur stummadur sirius-tre a daper e Kelenn.
Petra ho peus soñjet eus ar pezh dibar a vez kinniget e Kelenn da lavaret eo deskiñ kelenn dre soubidigezh?
Betek ar vachelouriezh e oan bet e Diwan, setu hon kendrec'het gant an divyezhegezh dre soubidigezh ha difenn ar brezhoneg. An hentenn efedusañ eo evit deskiñ div yezh war un-dro.
(Atersadenn graet e miz Even 2014, embannet e Keleier niv. 13 Gouere 2014)