Kemennadenn a-zivout dilennadegoù kannaded 2022
Kemennadenn Burev Diwan
30/05/2022
P’emañ dilennadegoù ar gannaded o tostaat, e fell de vurev Diwan degas da soñj d'an tadoù ha d'ar mammoù, d'an dud a-youl vat ha d'an implijidi hag a laka o anv evit an dilennadegoù, ma reont kement-se en o anv dezho ha n'eo ket tamm ebet e anv Diwan. Arabat dezho brudañ o c'harg e Diwan ha ret eo dezho pellaat eus o c'harg just a-walc'h m'o deus unan.
Embann ar ra Karta Diwan : "N'eo stag Diwan ouzh nep aozadur filozofel, relijiel, politikel, sindikadel ha kement zo". Labourat a ra rouedad Diwan gant an holl dilennidi·adezed pe danvez dilennidi·adezed gant ma vo rannet ganto talvoudoù karta Diwan, ha gant ma vo difennet ganto sevenadur ha yezh Breizh, an treuzkas dre soubidigezh paneveken.