Darempred

Degemer > Kenemglev-stad-rannvro-brezhoneg-un-diviz-boulchet-met-nebeut-a-araokadennou
manifestadeg-13.03.2021-kemper_manif_13_03_paul_molac

Kenemglev Stad-Rannvro brezhoneg : un diviz boulc’het met nebeut a araokadennoù…

Kemennadenn

14/01/2022

Lire cet article en français

Ar rouedadoù kevredigezhioù (Diwan, Div yezh Breizh : Kevredigezh rannvro tud ar skolidi evit ar c’helenn ar/e brezhoneg er skolioù publik, Divaskell Breizh : rouedad ar c’hevredigezhioù Dihun tud ar skolidi er skolioù divyezhek katolik, Kelennomp ! : kevredigezh ar gelennerien e brezhoneg, Kevre Breizh : kenurzh sevenadurel kevredigezhel e Breizh) a c’halv d’en em vodañ dirak rektordi akademiezh Roazhon d’ar Merc’her 19 a viz Genver da 2e30.

Chom a ra war evezh penn-da-benn ar rouedadoù goude ar vanifestadeg e Kemper d’an 13 a viz Meurzh 2021 ma oa bet bodet war-dro 5 000 den o c’houlenn ma vefe sinet ur c’henemglev uhelek gant ar stad abalamour da skoilhoù Ministrerezh an Deskadurezh Stad.

Da-geñver un emvod kehentiñ d’ar 5 a viz Genver e Kemper e oamp aet drouk ennomp ouzh kinnigoù diwezhañ ar rektordi a-raok Nedeleg ha na c’heller ket degemer anezho.

Cheñch a rafe penn d’ar vazh abaoe, diouzh a glever. Un toullad emgavioù zo bet etre ar rektordi ha servijoù ar rannvro, unan en o zouez etre Prezidant ar Rannvro ha Rektor Akademiezh Roazhon diwar-benn an dra-se.

Ret eo deomp chom war evezh evit ma vo klevet gant ar galloud kreiz ha dreist-holl gant an Deskadurezh Stad goulennoù ar bretonezed hag ar vretoned o doa diskouezet o nerzh e-pad ar vanifestadeg e Gwengamp d’an 29 a viz Mae tremenet (goude disfiz darnel al lezenn Molac gant ar c’huzul vonreizh).

Evit a sell ouzh Diwan e c’houlennomp ma vo kemeret e kont dibarderioù ar c’helenn kevredigezhel dre soubidigezh evit :

  • kevratañ raktal skolioù nevez ar c’hentañ hag an eil derez,

  • kaout a-walc’h a gevratoù sikouret evit an implijidi na gelennont ket, da c’hortoz ma vo lakaet e pleustr da vat ar skodenn skol,

  • gwarantiñ paeamant skodenn skol ar c’helenn divyezhek,

  • derc’hel padus an implijidi na gelennont ket,

  • suraat ober ar strollegezhioù evit kinnig deomp savadurioù kelenn,

  • kas da benn ar c’henemglev Stad-Rannvro-Diwan meneget er gevrat evit an ober publik e Breizh.

Ouzhpenn se, ret e vo resisaat an doareoù e-keñver an debarzhadur hollek a eurvezhioù (DGH), da lavaret eo an eurvezhioù kelenn brezhoneg er skolaj hag el lise hag an arnodennoù e brezhoneg kuit da vezañ forc’hellek an doare da bleustriñ gant kelc’hlizher ar 16 a viz Kerzu 2021 war ar c’helenn divyezhek.

Gortoz a reomp respontoù fetis d’hor goulennoù gant ar Rektor da goulz Kuzul Akademiezh ar Yezhoù Rannvro kentañ a vo dre videoprezegenn d’an 18 a viz Genver, da lavaret eo an deiz kent an tolpadeg.

Gant dilennadeg ar prezidant o tostaat ez eus ur riskl ma vefe stanket ur wech ouzhpenn ar c’hevraouiñ ma ne za ket buan a-walc’h. Chom a ra war-dro ur pemzektez evit dont a-benn da gaout un destenn uhelek (war an diazezoù savet gant ar rannvro) evit ma vo votet da geñver emgav kentañ kuzul Rannvro Breizh e miz C’hwevrer.

Dielloù

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ