Kenstrivadeg an Erminig Helavar 2024
Liseoù Diwan
22/10/2024
A drugarez d’ur profour eus Bro Kanada e oa bet aozet gant Eil Derez Diwan d’ar Merc’her 16 a viz Here 2024, e lise Gwened, ur genstrivadeg anvet : An erminig helavar.
Digoret e oa an enskrivadurioù da holl liseidi Eilvet klas Diwan. 23 lisead o deus kemeret perzh ar bloaz-mañ. Bez ho doa da ezteurel o sonjoù dre gomz e-kerzh 5 munutenn, hep notennoù war ur gudenn dibabet ganto (ekologiezh, gwirioù ar merc’hed, feulster er bed, gwallgas al loened…)
Tro ho doa eta da ziskouez o barregezhioù da gendrec’hiñ e brezhoneg.
Barnet e oant war o yezh, o arguzennoù hag o c’hoari gant ur juri.
Prizioù a-feson a oa, gourc’hemennoù dezho !
-
Lilwen BOENNEC (lise Karaez) : 500 €
-
Iris LORIC-PHILIPPE (lise Karaez) : 400 €
-
Laouen AUDOIRE (lise Gwened): 300 €
-
Rosenn MAIGNAN-VINCENT (lise Karaez) : kartenn brof 30 €
-
Manu GARREAU (lise Karaez) : kartenn brof 30 €
-
Aelig DANIEL (lise Gwened) : kartenn brof 30 €
-
Tudi MAZO-RAGUIN : kartenn brof 30 €
-
Mina JOSSO-ARHRID : Priz an arvesterien 75 €
-
Ewen CHOUTEAU : Priz an arvesterien 75 €
Izili ar juri :
-
Pascale Chevillard : Renerez pedagogiezh Eil derez Diwan
-
Gwenola Coic : Renerez skolaj Bro Dreger
-
Kristof Krismenn : Soner, komedian
-
Aziliz Peaudecerf : Sevenerez podkast
-
Morwenna Jenkin : Stummadurez Kreizenn Kelenn
-
Goulwena an Henaff : Sevenerez filmoù Frañs 3 Breizh
-
Mael Gwenneg : E penn an abadennoù e brezhoneg Frañs 3 Breizh
-
Marie-Claire Louis : kanerez strollad Triorezed
Trugarez d’ar berzhidi hag izili ar juri barn evit ar prantad brav e brezhoneg.
Degemeret mat kenañ gant skipailh skolaj-lise Gwened. Trugarez dezho.
Reolennaoueg An Erminig Helavar (2024)
Mellad 1.
D’ar 16 a viz Here 2024, da 10e00, e vo aozet eil kenstrivadeg an Erminig Helavar gant Eil Derez Diwan.
Reiñ ton d’ar yezh ha reiñ tro d’al liseidi da ziskouez o barregezhioù ezteurel ha kendrec’hiñ e brezhoneg, sed aze pal ar genstrivadeg
Mellad 2 .
Digor d’an holl liseidi eilvet klas skoliatet e Diwan eo kenstrivadeg an Erminig Helavar.
Mellad 3.
Rankout a raio al liseidi en em enskrivañ en o lise, reiñ un aotre dre skrid a-berzh o zud evit kadarnaat o enskivadur ha reiñ aotre da implij ar skeudennoù hag ar son.
Mellad 4.
Dalc’het e vo an abadenn veur d’ar 16 a viz Here adalek 10 eur e lise Gwened.
Dirak ur juri hag arvesterien e ranko pep lisead.ez kinnig un dezenn, ur sav-poent, ur mennozh, ur gredenn...
e brezhoneg.
An 8 arguzenner gwellañ a vo dibabet gant ar juri ha votiñ a raio an arvesterien evit o friz.
Barnet e vo an dud war o barregezhioù :
Mellad 5.
Ne vo redi ebet war an tem met pep lisead.ez a ranko kas titl resis e eztaoladenn 15 devezh a-raok devezh an abadenn veur.
Mellad 6.
Gellet a raio dont ar berzhidi gant ur follenn notennoù met arabat e vo dezho lenn. A-raok pep eztaoladenn e vo embannet anv ha raganv al lisead.ez ha titl an ezteurel. Etre 5 ha 10 munutenn a vo gant an emstrivad.ez evit kendrec’hiñ ar juri. E fin an 10 munutenn ma n’eo ket echu e vo troc’het ar gomz gant ar juri ha goulennet gantañ.i klozañ gant ur frazenn.
Derc’hel a raio kont ar juri ouzh doujañs an amzer roet ha dispriziet e vo an danevelloù re hir pe re verr.
Mellad 7.
Ar prizioù eilvet a vo :
Mellad 8.
Rankout a raio ar familhoù reiñ aotre da implij testenn mouezh ha skeudenn (video, enrolladennoù, fotoioù, skrid...) o bugel gant an arvesterien.
Mellad 9.
Kemeret perzh er genstrivadeg a dalvez kement hag asantiñ ar reolennaoueg-mañ.
Mellad 10.
Trugarekaat a ra Diwan an Aotrou L’Hermine evit bezañ bet kaoz ar genstrivadeg-mañ.