Darempred

Degemer > Kuzhit-ar-rouedad-man-ne-cheller-ket-gwelout
manifestadeg-13.03.2021-kemper_manif_13_03_pik_bzh

Kuzhit ar rouedad-mañ ne c’heller ket gwelout ?

Kemennadenn

22/02/2022

Lire cet article en français

Kelaouet eo bet atebeien ar rouedad Diwan eus ar raktres kenemglev a-ziforc’h war treuzkas ar brezhoneg a vo votet gant ar guzulierien rannvro e fin ar sizhun.

Merzout a reomp ez eus araokadennoù evit ar pezh a sell ouzh an danvez lakaet evit treuzkas, derc’hel padus hag implij glad Breizh.

En entremar avat e chom izili kuzul merañ Diwan, bodet d’ar Sadorn 19 a viz C’hwevrer e Karaez, dreist-holl evit al lodennoù a sell ouzh hor rouedad. Kalz a boentoù a vo ebarzhet en ur c’henemglev a-ziforc’h Stad-Rannvro-Diwan hervez ar gevrat obererezh publik evit Breizh sinet d’an 8 a viz C’hwevrer 2019 ha na oa ket aet betek penn betek hen. Evel ar merc’hodennoù Rusian emañ tonkad Diwan mesket e-barzh teulioù berniet an eil war egile.

Ni soñj ganeomp bezañ lakaet a-gostez bepred. Ur skiant-prenet anavezet abaoe ouzhpenn 40 vloaz a zo gant Diwan hag abalamour da se e fell deomp bezañ anavezet en un doare reizh ha ma vo bastet e beadra da z-Diwan evit ma kendalc’ho gant e labour treuzkas ar brezhoneg. Manifestadegoù souten bras bet warlene o doa diskouezet mat kement-mañ dija. Simpl, pleustrek ha reizh eo hor goulennoù met talañ a reomp c’hoazh ouzh penngredennoù ar Stad.

Abalamour d’al lezenn Gatel eo krisoc’h c’hoazh digeriñ skolioù. Bremañ e rank ar rouedad kavout renerien pe renerezed, dindan gevrat ha bet 5 bloaz rener·ez ur skol. Kenkoulz goulenn kavout ur dañvad pemp troad. N’eo ket framm al lezenn-mañ azasaet ouzh hor skolioù, anavezet abaoe pell zo hag o labour bemdez gant ar strollegezhioù lec’hel mui servijoù ar Stad.

Evit diskoulmañ an dra-mañ e c’houlennomp gellout digeriñ skolioù nevez dindan stumm adskolioù dre ma ‘z eo dija lakaet da dalvezout e broioù all evel e Bro Euskadi hag e Katalonia an Norzh. Ni garfe gouzout perak kement a ziforc’h ha perak n’eo ket deuet a-benn hon dilennidi Breizh ha lod diouto e penn uhelañ ar Stad zoken da bouezañ mat evit kaout an diarbenn kempouez ha reizh-mañ evit Breizh. 

Evit pezh a sell ouzh an debarzhadur hollek a eurvezhioù el liseoù, ne vo ket lakaet e pleustr ar c’helc’hlizher Castex o venegiñ 3 eurvezh brezhoneg dre live e distro-skol 2022. Un hentenn veur eo Diwan evit derc’hel padus ha treuzkas ar brezhoneg. Penaos derc’hel d’ar pal-mañ ma n’eo ket sur d’al liseidi kaout a-walc’h a eurvezhioù kelenn brezhoneg a-hed o skoliata ?

Da echuiñ e karfemp gouzout perak ez eus bet ouzhpennet ur resisadenn er c’henemglev evit menegiñ e kevratoù kevrediñ hor skolioù implij an hentenn divyezhek. Ouzhpenn da vezañ kavet en-dro amañ un doare da “c’hourdrouz” evel ma oa e-barzh an danevell Bernabé-Dubourg Lavroff e c’hell ar poent-mañ degas deomp breskadurezh a-fet al lezenn. Daoust hag e laosko Rannvro Breizh ar Stad hag e vekanik melestradurel hon eus gellet priziañ e holl vadelezh d’an nevezamzer tremenet, lakaat ac’hanomp en ur stad arvarus e-keñver al lezenn ?

Derc’hent votadeg ar c’henemglev e c’houlennomp gant ar Prezidant Rannvro displegañ d’ar vodadeg perak n’eus ket bet gellet tapout an araokadennoù-mañ ha kadarnaat an deiziataer evit lakaat da dalvezout ar c’henemglev a-ziforc’h Diwan-Rannvro-Stad.

Goulenn a reomp digant an dilennidi a zo o prientiñ ar c’houlzad dilennadegoù sklaeraat o soñj e-keñver divizoù ar Stad.

Gerioù-alc'hwez stag : stourm    convention état région   

Skignañ ar pennad-mañ