Diwan, startijenn ur rouedad kengred
Degas a ra ar gevredigezh Diwan ur skoazell kevredigezhel ha pedagogel d’ar skolioù, skolajoù, lise. Kement-mañ a lak ar gevredigezh da ziazez mont en-dro ar skolioù.
« Demat deoc’h, amañ Diwan ! » Setu pezh vez klevet pa vez pellgomzet da Landerne d’an 02 98 21 33 69. Met piv eo Diwan ? Un douzennad a dud a labour e servijoù Landerne evit harpañ skipailhoù pedagogel ha kevredigezhel 46 skol, 6 skolaj ha 2 lise.
Servijoù pedagogel ar c’hentañ derez a zo kenurzhiet gant Patricia Chorlay, Aziliz Chevalier-Martinez, Aurélie Coum ha Katy Le Boulbard. Servij pedagogel an eil derez a zo renet gant Pascale Chevillard ha Soaz Plantec-Rousic, skoazellet eo gant Emmanuelle Guilloux er sekretourva. Lou Millour a zo e-karg an arc'hant hag ar savadurioù evit an eil derez.
> E-karg emañ ar servijoù pedagogel eus an tuta hag eus ar stummadur gant Kelenn.
> Bez e c’hell ar skipailhoù pedagogel kaout da respont da c’houlennoù ha goulenn ali ar servijoù eta.
> Aozet e vez emgavioù reoliek dre gorn bro gant ar c’hentañ derez, kroashent ar micherioù hag ar c’hendalc’h gant an eil derez. An daou oc’h aozañ stummadurioù dibaouez. Kuzulioù pedagogel ar c’hentañ hag an eil derez o vezañ frammoù o vodañ dileuridi ar skolaerien ha kelennerien, a ro an tu dezho da eskemm skiant-prenet, da zivizout ha da labourat war emdroadur raktres pedagogel Diwan.
> Krouiñ ha skignañ a reont danvez pedagogel, dre kuzul an embann e TES (Canopé) met ivez o krouiñ danvezioù dibar hag a glot gwelloc’h gant ezhommoù ar c’helenn dre soubidigezh.
Ar skipailh buhez kevredigezhel a zegas skoazell d’ar c’hevredigezhioù lec’hel war dachenn an diorren, an aozañ evit gellout talañ ouzh an diaesterioù a gavont war o hent. Mailys Boitel ha Yann Servais a zo e karg ambroug ha diorren ar skolioù hag ar raktresoù-skol ; merañ a reont tout pezh a sell ouzh donezonoù da zDiwan. Nolwenn Horellou a zo e karg eus ar c'hehentiñ, al lec’hienn internet-mañ o vezañ meret ganti. Dominig Jacq a zo sekretour ar vuhez kevredigezhel, un den dave ez eo evit an troidigezhioù e brezhoneg hag an degemer pellgomz.
War an dachenn velestradurel, emañ Mathilde Lahogue pennrenerez Diwan. E karg emañ eus mont en-dro ar rouedad a fed tud hag arc’hant. Ober a ra ivez war-dro an darempredoù diavaez war-zu ar galloudoù lec’hel asambles gant prezidantelezh Diwan. E karg emañ ivez ouzh mont en-dro Kelenn. Sekretourva ar renerezh a zo kaset en-dro gant Klervi Lintanf. Jérôme Quéré o vezañ e karg eus merañ an implijidi. E karg eus ar gontouriezh hag ar goproù ez eus Nelly Salaün, skoazellet gant Marilyne Guillou evit ul lodenn eus ar goproù.
Darempred
Melestradur : 02 98 21 33 69 – demat@diwan.bzh
Servijoù pedagogel kentañ derez : 02 98 21 34 95 – kentan.derez@diwan.bzh
Servijoù pedagogel eil derez : 02 98 21 33 69 – eil.derez@diwan.bzh
« Ne c’hellan ket, mont a ran d’ar c’huzul merañ... »
Rouedad Diwan a zo ivez ur bagad tud a youl vat hag a zo dilennet e kuzul merañ Diwan, o terc’hel un emvod bep miz. Ur c’henlabour a zo eveljust etre an dud a youl vat hag ar servijoù. Ambroug ha skoazellañ a reont buhez ar rouedad, dre strolladoù labour. Pep skol he deus ur merour·verourez dave.
Ar verourien·ezed a vot ar budjed, arc’hant kengred kaset gant ar skolioù d’ar rouedad, an digeriñ ha serriñ postoù Diwan. Dilenn a reont izili ar burev : Yann Uguen a zo prezidant, skoazellet eo gant Anne-Sophie Brats (eilbrezidantez e karg eus ar c’hentañ derez), Yoann Huiban (eilbrezidant e karg eus an eil derez), Yves-Marie Derbré-Salaün (teñzorer) ha Riwanon Pollock (ezel eus ar burev). Bep daou vloaz e vez kinniget ur mennad heñchañ gant ar c’huzul merañ d’ar c’hendalc’h.