Darempred

Degemer > Dibab Diwan > Karta diwan
sinadur_karta
©Ronan Le Pennec

Karta Diwan (1977)

Lire cet article en français

Emañ Karta Diwan bet degemeret e 1977, bloavezh krouidigezh Diwan, e touez testennoù diazez gant statudoù ar gevredigezh kemmet e 2016 hag ar gevrat rouedad degemeret e 2011.

1. Digor eo ar gevredigezh Diwan d’an holl familhoù a fell dezho reiñ un deskadurezh e brezhoneg d’o bugale, hep diforc’hadur ebet diwar abegoù sokial, micher, filozofiezh pe c’hoazh politikerezh. Digoust ha digor d’an holl eo ar skolioù.

2. Ar rouedad Diwan zo anezhi abalamour da vankoù an Deskadurezh Stad ha na ro ket e blas d’ar brezhoneg ; ni, izili Diwan, a c’houlenn groñs ma vo kemeret e karg hor skolioù en ur servij deskadurezh publik demokratel ha renevezet e Breizh, ma vo gallet drezañ implijout ar brezhoneg da yezh daremprediñ, eus ar skol-vamm d’ar skol-veur ha war pep tachenn eus ar c’helenn.

3. N’eo stag Diwan ouzh nep aozadur filozofel, relijiel, politikel, sindikadel ha kement zo. Rak-se ec’h embannomp fraezh e c’houlenn-groñs Diwan, diouzh reizh hor stourm, ma vo doujet da gredennoù an holl izili, a-fet relijion, filozofiezh, politikerezh, pere bennak e vefent, betek ma ne vint ket kontrol da Zisklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den. Dre an degemerusted hollret-se e tifenn Diwan al laikelezh ha kretaat a ra frankiz soñjal pep hini.

4. Gant Diwan ez eus lakaet e plas ur c’helenn demokratel dre genlabourat a-zevri gant tud ar vugale, ar strollegezhioù lec’hel hag ar gelennerien. Goulenn a reomp gant tud ar vugale e vefe krouet e pep tiegezh un endro evit ma vo digarez d’ober gant ar brezhoneg war ar pemdez.

5. En em ouestlañ a reomp da gas war-raok implij ar brezhoneg en holl liveoù e diabarzh ar gevredigezh Diwan. A-hend-all e kasomp war-raok an diorroadur sevenadurel e brezhoneg evit ma vo gant pep bugel ar muiañ ar gwellañ a duioù kreñv da sevel un dazont dezhañ e-unan hag evit ma c’hallo holl vugale Breizh kemer e karg o endro naturel, sokial ha armerzhel.

6. Disklêriañ a reomp bezañ a-enep pep doare unvanadur yezh ha bezañ a-du gant liesseurted ar sevenadurioù rak hervezomp eo dre ma’z int kenglokaus hepken e c’hallont unaniñ, pinvidikaat an eil egile. Ar brezhoneg kelennet e skolioù Diwan eo an hini a vez implijet er vro ha gant an dud a-ziwar-dro.

7. Diouzh reizh ar gwir dilamadus a zo gant pep pobl da ezteurel dre he c’hultur-hi e c’halv Diwan pep den stag ouzh an demokratelezh, pep aozadur kulturel e Breizh, an aozadurioù sindikad, re ar gelennerien peurgetket, da stourm a-gevret ganeomp a-enep ar mac’homañ kulturioù, e kement doare ’vefe.

8. Diwan a embann bezañ kengred gant an holl bobloù a stourm evit o dibarder sevenadurel, en o zouez al labourerien enbroet, rak hervezomp eo lodek o liesseurted e glad hollek an denelezh.

UR GARTA LAIK DIV WECH

" Ul laikelezh ledanet eo framm karta ar skolioù Diwan, klasel (doujañs evit liesseurted ar relijion) ha sevenadurel war un dro (dizalc’h ouzh kement urzh a zo) " a skriv Philippe Lazar en niverenn 30 ar gelaouenn Diasporiques embannet gant Kevre ar c’helenn. Pedet oa bet e kendalc’h Diwan e miz Ebrel 2015, kejet en doa gant izili ar rouedad war mennozhioù meneget en e levr anvet Autrement, dit, laïque (Moul. Liana Lévi, 2004).

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ