Darempred

Degemer > Lecole-diwan-de-morlaix
skol_montroulez

Skol Diwan Montroulez

Etre bro Leon ha bro Dreger

Ur skol bras a-walc'h eo skol Diwan Montroulez gant ouzhpenn pevar-ugent bugel ha pevar c'hlas. Brav eo ar skol ha lec'hiet mat war an uhel en ur c'harter sioul-tre. Dek abadenn bageal a vez bep bloaz evit ar vugale e Karanteg. Ar vugale zo boaz da vont da Gan ar Bobl ivez.

Tud bugale ar skol a gemer perzh er festival Panorama, ur gouel sonerezh e Montroulez hag er c'humunioù tro-dro bep miz Ebrel, evit fardañ boued evel-just. Fardañ boued a vez graet e meur a ouel er vro gant ar c'huzul skoazell.

Saloñs ar Playmobil

​N'eus nemet gant Kuzul Skoazell Diwan Montroulez ma vez aozet un diskouezadeg-gwerzh delwennoùigoù Playmobil bep bloaz e-pad an hañv. Ober a ra berzh. N'eus ket netra a seurt-se e Breizh hag e pado pell c'hoazh hag e teu tud eus pell evit an darvoud a blij kement d'ar vugale ha d'ar re vras ivez, dastumerien lod anezho ! Ar saloñs Playmobil nemetañ eo e Breizh. 

 

 

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Manifestomp d'ar 17 a viz Mae 2025 e Roazhon

Evit ar brezhoneg hag a-enep digresk drastus ar c’hevratoù skoazellet

Kendalc'h Diwan 2025

D’ar Sadorn 26 ha d'ar Sul 27 a viz Ebrel e vo kendalc’h Diwan e Ti ar Brug e Kemper. Ur prantad a-bouez eo evit sevel ur bilañs...

An holl bennadoù war an tem-mañ