Darempred

Degemer > Mathilde-lahogue-nouvelle-directrice-du-reseau-diwan
mathilde_lahogue_20241125_164050

Mathilde Lahogue, renerez nevez ar rouedad Diwan

25 a viz Du 2024

26/11/2024

Mathilde on ha laouen o vont e darempred ganeoc’h hiziv hag en em lakaat en ho skipailh. Enoret on o kemer perzh en ur raktres ken arouezius ha talvoudus ma ‘z eo Diwan. Un DUT Micherioù sokial er buheziñ hag er c’henurzhierezh em eus mui ur Master e Skiantoù an Deskadurezh. Bepred on bet heñchet gant an desevel poblek hag an diorren keodedel. Chañs ‘m eus bet pakañ skiant-prenet prizius en un nebeud aozadurioù stag ouzh ar servij publik hag ouzh al laz hollek mui raktresoù desevel a-stroll.

Gant Diwan ez eus ur gwel ha talvoudegezhioù a glot don gant va emouestloù. Ur raktres a-stroll evit ar brezhoneg eo ha kendrec’het on ez eo an desevel poblek un dra c'halloudus evit kreñvaat ha lakaat anezhañ da ziorren.  Kement-mañ a ro talvoudegezh d’an dasparzh barregezhioù ha d’ar skiant poell a-stroll, traoù pouezus anezho evit digeriñ ar brezhoneg ha sevenadur ar vro d’an holl.

Evel renerez e welan va c’hefridi evel hini un aesaerez. Souten an emouestl a-stroll (er vadelezh, ur ger disteraet met pouezus koulskoude) dre ma ‘z eo el lusk kengred-mañ hag er c’henlabour e kavimp an nerzh evit mont dreist an dalc’hioù a-vremañ.

Sklaer eo va emouestlioù : Amañ emaon evit selaou, kompren, souten. Pep mouezh a gont ha savet e vo diskoulmoù padus en ur dalvoudekaat mennozhioù pep hini.

Asambles e kendalc’himp da sevel ur raktres ma en em gav an deskadurezh, ar sevenadur hag an ijin evit dispakañ brav talvoudegezhioù Diwan.

Trugarez deoc’h evit hoc'h emouestl pemdeziek hag evit ho tegemer. Mall zo warnon labourat ganeoc’h, anavezout ho mennozhioù ha kemer perzh asambles ganeoc’h er gaer a raktres a-stroll ma ‘z eo Diwan.

Plijadur ‘m bo o kejañ ganeoc’h disadorn d’an devezh eskemm e Karaez.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Bag an Ankou

Ur pezh-c'hoari a zo bet krouet gant skolajidi Diwan Gwened hag o c'helenner, Yann-Charlez. Filmet eo bet gant David Ar Gall ha setu...

Bodadoù tematek

Bodadoù tematek a zo digor d'an holl izili er rouedad. Gant ar bodadoù-mañ e c'hell bezañ lakaet ar gomz war sujedoù hag ober...

An holl bennadoù war an tem-mañ