Darempred

Degemer > Perak-e-rankomp-mont-dar-vanifestadeg-diwan-e-sant-brieg-dan-3-a-viz-chwevrer-2024
manif-2024-fevrier-saint-brieuc_2024_02_03_Manifestadeg_Sant_Brieg_Manifestation_Saint_Brieuc_Diwan_Brezhoneg_Karrez

Perak e rankomp mont d'ar vanifestadeg Diwan e Sant-Brieg d'an 3 a viz C'hwevrer 2024 ?

Evit ur gwir bolitikerezh yezh e Aodoù-an-Arvor !

30/01/2024

Lire cet article en français

Perak e rankomp mont betek Sant-Brieg disadorn ?

 

Evit souten skolaj Plijidi. Digoret eo bet skolaj Diwan Plijidi e 1995. 30 vloaz e vo neuze ar bloaz a zeu. Tamm-ha-tamm ez a ar savadurioù war fallaat. Digalonekaet eo ar skolajidi, ar gelennerien hag ar c’hoskor dre ma n’eus steuñv kempenn ebet raktreset.

Evit goulenn ouzh strollegezhioù lec’hel Aodoù-an-Arvor petra emaint e soñj ober evit saveteiñ ar brezhoneg. Aozet e vo ar vodadeg-mañ un nebeud devezhioù a-raok emvod hollek ar C’huzul departamant hag un degouezh mat e vo evit lakaat ar goulenn-mañ er roll labour. Daoust hag e fell d’an Departamant kemer perzh en ur steuñv adpiaouañ ar brezhoneg hag ober e lod evit tizhout pal ar c’henemglev Stad-Rannvro tremen eus 20 000 da 30 000 skoliad en holl hentennoù divyezhek ?

Evit goulenn ouzh strollegezhioù lec’hel hag-eñ int mennet da souten diorren an hentenn gelenn dre soubidigezh, dreist-holl e Perroz-Gireg ha Landreger.

En un doare ledanoc’h, evit diskouez da strollegezhioù Breizh all pegen bras eo ar goulenn souten hag e vo ret sikour ac’hanomp e pep lec’h e Breizh. Ne gresk ket ar yalc’hadoù, teulioù a sell ouzh ar savadurioù a rank bezañ solutaet ha poan hon eus da vont war-raok gant ar skodenn skol.

A-hend-all, na zisoñjomp ket emañ diazezet reizhegezh an hentenn gelenn dre soubidigezh war ur c’helc’h-lizher nemetken, ar pezh a zegas breskted e-keñver al lezenn. Ouzhpenn da se e kendalc’h an ñ da vezañ nac’het ha nevez zo hon eus gouezet e vo skrivet sujedoù breved ar skolajoù e galleg tra ma oant troet abaoe bloavezhioù evit gellout arnodiñ e yezhoù rannvro. Seul niverusoc’h e vimp seul welloc’h e vo hor pouez a-raok bodadeg al liseidi e yezhoù rannvro Bro-C’hall hag an emvod gant ar gannaded raktreset d’ar 7 a viz C’hwevrer e Pariz.

Mat teu kalz a dud d’ar vodadeg e vo ur sin ma chom uhel hag oberiant ar goulenn en degouezhioù start.

Evit Plijidi, evit Perroz, evit Landreger, evit ar skolidi·adezed, evit ar skolaerien·ezed, evit ar gopradezed hag ar c’hopridi, evit ar gerent, evit Diwan, evit ar brezhoneg, deuit holl d’ar Sadorn 3 a viz C’hwevrer da Sant-Brieg !

Un nebeud keleier evit an treuzdougen

Da 2 eur e loc’ho ar vanifestadeg eus Ti-gar Sant-Brieg

 

Treuzdougen aozet gant skol Diwan Lannuon (mont-ha-dont gant ar c’harr-boutin)

  • Loc’hañ eus Lannuon da 12e, ehan e Gwengamp ha degouezh e Sant-Brieg
  • Distro da Lannuon war-dro 6e30
  • Enskrivadurioù amañ

Kenweturiñ adalek Roazhon

Trenioù

  • OUIGO : Brest 11e12 - Sant-Brieg 12e30
  • TER : Lannion 11e30 - Gwengamp 12e01
  • OUIGO : Gwengamp 12e15 - Sant-Brieg 12e30
  • TER : Roazhon 12e37 - Sant-Brieg 13e52

Kirri-boutin

  • Gwened 11e45 - Sant-Brieg 13e57
  • Pondi 12e40 - Sant-Brieg 13e57
  • Dinan 12e05 - Sant-Brieg 13e37

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ