Darempred

Degemer > Pour-la-correction-des-copies-de-bac-et-de-brevet-redigees-en-breton
Skolajidi_Plijidi_Breved_e_brezhoneg_2018

Evit difaziañ kopiennoù ar bak hag ar brevet skrivet e brezhoneg

Arnodennoù

03/07/2018

Pa emañ 15 lisead ha 60 skolajiad o c’houlenn, gant arguzennoù, e vefe difaziet o kopiennoù matematik skrivet e brezhoneg, gant doareoù reizh, e galv Diwan e dapfe pep hini e kiriegezhioù. Peseurt soñj a vez kaset gant ar Republik d’he yaouankizoù pa vez difennet dezhe implij ar brezhoneg ?

Pa emañ 15 lisead o c’houlenn, gant arguzennoù, e vefe difaziet o kopiennoù matematik skrivet e brezhoneg, gant doareoù reizh,

Pa eo bet divizet gant ouzhpenn 60 skolajiad implij ar brezhoneg evit an arnodenn skiantoù ha teknologiezh,

Pa vez kontet trawalc’h a difazierien barrek en akademiezh Roazhoon evit difaziañ ar c’hopiennoù-se,

Pa emañ ar c’helennerien-se distag ouzh Diwan,

Pa vez desket eo bet kaset gant ar rektordi un enseller d’ur greizenn difaziañ e Brest evit impich e vefent difaziet ar c’hopiennoù savet e brezhoneg,

Diwan a zegas da soñj :

-       lezenn an 8 a viz Eost 2013 a lâr « peogwir eo ar yezhoù ha sevenadur rannvro perzh eus glad Frañs, eo harpet o kelenn e penn kentañ ar rannvroioù lec’h emaint implijet,

-       skrivet eo e Kod an deskadurezh « yezh ar c’helenn, an arnodennoù ha kenstrivadegoù, hag an tezennoù ha memorioù er skolioù publik ha prevez , a zo ar galleg. Nemet e vefe abeget ha diazezet war  : 1° Ar redioù degaset gant kelenn ar yezhoù ha sevenadurioù rannvro pe estren ; (…) » (L 121-3), 

-       a-baoe 2008 e vez menneget er Vonreizh« perzh eus glad Frañs emañ ar yezhoù rannvro ».

Diskuliañ a ra Diwan :

-       diviz rektorezh akademiezh Roazhon d’en em aozañ evit difenn e vefent difaziet ar c’hopiennoù e brezhoneg en arnodennoù bachelouriezh ha breved,

-       diwar-benn ar vachelouriezh, a-baoe daou vloaz hanter, ar respontoù-nac’h sistematek, diazezet war arguzennoù faos (diouer a gelennerien, geriaoueg matematik « ket stabil » e klas termen… met degemerabl en trede klas !)

-       emzalc’h melestradur an Deskadurezh Stad a ra van eus spered al lezennoù er c’helc’hlizher embannet an 12 a viz Ebrel 2017 : en destenn-mañ ne vez ket aotret zoken da skrivañ e brezhoneg evit an arnodenn istor ha geografiezh er bak, zoken ma vefe graet a-baoe ouzhpenn ugent vloaz. Ur bazenn war gil eo ar c’helc’hlizher-mañ peogwir ne gemer ket e kont an arnodenn skiantoù ha teknologiezh er breved.

Goulenn a ra Diwan :

-       e vefent priziet kopiennoù al liseidi hag ar skolajidi hervez ar memes kriterioù hag an emstriverien all, vefe aozet o skrid e galleg, en euskareg pe e brezhoneg,

-       e vefe dalc’het soñj gant ministr an Deskadurezh Stad, Jean-Michel Blanquer, eus e diskleriadennoù er Breujoù d’an 29 a viz Meurzh 2018 : « Ur sell mat hon eus me hag ar gouarnamant davet ar yezhoù rannvroel. Prosezet on bet goude ma frazenn « Ur yezh, ur yezhadur, ur Republik », met, fier on da ziskleriañ eo ar galleg, enskrivet er Vonreizh, an dra pouezusañ din, ne ya ket a-enep ur politikerezh digor-tre da geñver ar yezhoù rannvroel a zo menneget, war abegoù mat, er Vonreizh. Posubl eo lâret « ar galleg ha war ar memes koulz ar yezhoù rannvroel ». Labourat e reomp neuze gant ar rouedadoù gant ur spered madelezh. Klevout a ran lod o c’houlenn muioc’h a emglev e pleustradegoù ar rektordiez da-geñver ar rouedadoù o tifenn ar yezhoù rannvro, ha digor tre on war ar goulenn-mañ. » 

-       e vefe dalc’het e emouestl da ambroug ar rouedadoù kelenn, diskleriet gant prezidant ar Republik e Kemper d’an 22 a viz Even. 

Gervel a ra Diwan e dapfe pep hini e kiriegezhioù. An 3 a viz Gouere eo an deiz-mañ. Peseurt soñj a vez kaset gant ar Republik d’he yaouankizoù pa vez difennet dezhe implij ar brezhoneg ? 

Gerioù-alc'hwez stag : bak e brezhoneg    bachelouriezh    breved    brezhoneg    Deskadurezh Stad   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ