Renabl danvez niverel e brezhoneg evit talañ ouzh epidemiezh ar c’hovid-19
Dre ma oa bet embannet ur c'henfinañ all e fin miz Meurzh 2021 eo bet nevesaet ar mellad-mañ, d'ho pugale da gaout un tamm brezhoneg en o buhez pemdeziek. Evit derc’hel ul liamm gant yezh ar skol e-pad epidemiezh ar c’hovid-19 ez eus kalz a zanvez plijus, evit studiañ pe evit dudiañ. Marteze vo un abeg ivez evit ar re vras da lakaat muioc’h a vrezhoneg en tiegezhioù. Amañ vo kavet ur roll aes da implij.
> Ur pennad ouzh an dibab war hol lec’hienn : Brezhoneg er ger gant mennozhioù evit lenn e brezhoneg, selaou ha kanañ e brezhoneg, c’hoari e brezhoneg, sellout ouzh ar skramm e brezhoneg
En raison du reconfinement annoncé fin mars 2021, cet article a été actualisé pour vous permettre de maintenir du breton dans le quotidien de vos enfants
> Alioù fur Klervi Lintanf, Ti ar vro Leon (e galleg), France Bleu Breizh Izel, 19 a viz Meurzh
> 3 ali Katell Leon evit tud ar vugale e klasoù divyezheg, France Bleu Breizh Izel, 23 a viz Meurzh
> Ma vefe mennozhioù ganeoc'h, kasit ur postel dimp !
1 - Kentoc’h evit studiañ
Dibab danvezioù kinniget gant skolaerien kentañ derez Diwan
Dibab liammoù war-zu dorn-levrioù ar skolajoù ha war-zu mirdioù ar bed, gant Priya Thorel, levraouegerez e skolaj Plijidi
Gant Ti embann ar skolioù eo bet embannet ur pennad diwar-benn dafar pedagogel diouzh klas ar skolidi (kentañ derez ha skolaj) hag ur c'heriaoueg eus ar gerioù implijet en dorn-levrioù.
Korn ar vugale (TES)
Mat@stroll, ur raktres a-stroll ouzh Il-ha-Gwilen evit c'hoari tro-dro d'ar matematikoù evit klasoù divyezhek ar c'hentañ derez
Ger ha ger, ur raktres a-stroll ouzh Il-ha-Gwilen evit deskiñ, perc'hennañ hag implij geriaoueg er skolioù kentañ derez
Kiou, un arload niverel evit deskiñ en ur c’hoari e brezhoneg (TES ha Frañs 3 Breizh)
Danvez evit al liseidi eilvet ha kentañ klas en istor ha geografiezh (BCD)
Atersadennoù Lors Jouin gant tud yaouank pell zo (BCD)
Alioù fur evit tadoù ha mammoù ar skolajidi n'int ket brezhonegerien (ar re vras), war blog skolaj Plijidi
2 - Kentoc’h evit dudiañ
Krouiñ traoù
Filmoù chakod : ur genstrivadeg evit sevel filmoù chakod e brezhoneg, ur mennozh dispar evit ar grennarded (diwallit da gas ho filmoù a-raok an 28 a viz Ebrel)
Kanañ
Brezhoneg en divskouarn, ur pennad war hol lec'hienn
Facebook live gant Jean-Luc Roudaut, bemdeiz da 2eur e-pad epidemiezh ar C'horonavirus
Facebook Live gant Morwen Le Normand & Roland Conq bemdeiz da 4 eur evit an adverenn
Balafent, rimadelloù an Ubapar
Lenn
Lenn ? gant plijadur, ur pennad war hol lec'hienn
C'hoari
C'hoari kartennoù evit deskiñ anvioù loened ar menaj
Podkastoù & Radio
Levrioù da selaou gant Keit vimp bev (dibab ar menu Pellkargañ), gant Sav Heol (dibab al levr), gant Lennadenn (da baeañ), gant TES
Abadennoù e brezhoneg war France Bleu Breizh Izel
Tresadennoù bev
Ar yerigoù (Brezhoweb)
Lucky Luke (Brezhoweb)
Solenn & Plop (BCD)
Ar Pevarad kerniel (Frañs 3) : rann 1 (26’), rann 2 (26’), heuliadenn O pennsaotiñ (10 x 3’)
Beaj vat Dimitri, 26’ (Frañs 3)
BreizhVOD (da baeañ)
Abadennoù evit ar yaouankiz
E bro ar skrammoù, ur pennad war hol lec'hienn
Na petra ta (Frañs 3)
Replay Mouchig Dall
Sketchoù margodennoù Fañch Rebours
Tri zraig (Brezhoweb)
Foeterien e Rusia (Brezhoweb)
C’hwi a gano (Youtube)
Filmoù
Fin ar bed (Frañs 3), film hir 60’ pe dre rannoù
Lann vraz (Kalanna)
BreizhVOD (da baeañ)
Ene(z), 4 x 30’ (Brezhoweb)
Met ivez...
Penaos komz eus ar c'horonaviruz er familhoù ?
- Ar c'horonaviruz displeget d'ar vugale : anavezout ha gwareziñ (dielloù e galleg)
- Kit liessevennaduel covid evit ar vugale (diell e galleg)
Skritell "Chomit er ger" gant Mathieu Persan