Eil tro dilennadegoù kannaded e Breizh : Galv Diwan - Div Yezh Breizh - Kelennomp! - Kevre Breizh d’an dud war ar renk gant talvoudoù republikan
03/07/2024
Fellout a ra d'ar rouedadoù Diwan, Div Yezh Breizh, Kelennomp !, Kevre Breizh degas da soñj emaomp oc’h enebiñ o ouzh unvanadur ar yezhoù, ha stag omp ouzh an doareoù sevenadurel liesseurt. N'eus nemet ar glokaat-se a zegas unvaniezh, pinvidigezhioù kenetrezo ha kenstroll.
Laouen eo hor rouedadoù gwelet tud war ar renk o deus asantet dilezel o flas en abeg d’o zalvoudoù republikan evit eil tro an dilennadegoù kannaded e Breizh. Spi hon eus e chomo Breizh, disul da noz, an tiriad rezistañs hag an douar degemer ha digor d’an holl a zo bet dalc’hmat.
Koulskoude e fell dimp reiñ da c’houzout d’an dud war ar renk hag an danvez dilennidi talvoudegezhioù republikan e vo ret dezho teuler evezh bras ouzh kudennoù an tiriadoù trogêrel ha war ar maez. Ar santimant dilezel ma vez lezet un toullad mat eus hor c’hengêriz, koulz evit pezh a sell ouzh an deskadurezh, ar yec’hed, an treuzdougen, ar servijoù publik, ar galloud prenañ, a rank bezañ khmer e gont buan gant ar re a vo e penn ar Frañs adalek al Lun a zeu. Ar brezhoneg zo ivez e-touez ar goulennoù da skoazellañ evit ma vo anavezet mat hon tiriadoù hag o liesseurted.
Goulenn a reomp digant an emstriverien hag an danvez dilennidi chom hep disoñjal hon dibarderioù e-pad o respetad hag ivez, evit an dilennadegoù broadel o tont.
A-bouez eo ar santimant bezañ laosket er-maez eus ar jeu gant lod eus gor c’hengêriz, na vrasait ket anezhañ!
En tu all d’hon pedadenn da nac’hañ kement politikerezh skarzhañ ha gwallziforc’hañ a vo disul o tont, e tle disoc’hoù an dilennadegoù diwezhañ lakaat hon pennoù politikel kreiz hag ar Stad da adsoñjal o darempredoù gant an tiriadoù hag an annezidi a zo o chom enno. Dav e vo kemer e gont liesseurted an tiriadoù a ya d’ober ar Frañs ha selaou ha harpañ ar gwellañ ar merc’hed hag ar baotred a laka anezho da vevañ war ar pemdez.
Gouestlañ a reomp e vo kavet buan, gant an danvez kannaded a vo dilennet disul, diskoulmoù padus a roio an tu d'an annezidi da vevañ en un doare dereat en o ziriadoù.