Darempred

Degemer > Skoazell-diwan-gant-interestou-e-espern
skol-diwan-banaleg__RLP3526

Skoazell Diwan gant interestoù e espern

Arc'hant

21/01/2021

Lire cet article en français

Emañ ar rouedad Diwan o paouez sinañ ur c’henemglev 18 miz gant Kef Labour-douar Penn-ar-Bed evit ma c’hello an dud ul levrig espern dezho ober ur prof eus o interestoù da Ziwan. Emgav gant Bertrand Le Boité, rener servijoù bank ha glad e Kef Labour-douar Penn-ar-Bed, met brezhoneger ivez ha tad e Diwan.

Petra eo al LDDS ?

Al Levrig diorren Padus ha Kengred (LDDS) eo ul levrig espern boutin a c’heller ober profoù gantañ da aozadurioù an ekonomiezh sokial ha kengred. Diouzh c’hoant pep hini eo ar prof gant ma vo en tu all da 10 €.

Penaos dibab Diwan evel degemerer interestoù ma espern ?

Evit dibab Diwan evel degemerer e ranker kaout ul LDDS e Kef Labour-douar Penn-ar-Bed. Simpl eo ma ‘z eur ur pratik dija, ret eo pellgargañ ar furmskrid war hol lec’hienn web (e traoñ ar bajenn), resisaat Diwan evel degemerer ha kas anezhañ d’ar stal bank pe implij postelerezh suraet evit mont war ar c'hontoù.

Penaos e vo kaset an arc’hant da Diwan ?

Bep miz e ro Kef Labour-douar Penn-ar-Bed ar profoù ha kas a ra d’ar servijoù Diwan un teul o venegiñ titouroù ar brofourien. Gant Diwan war-lerc’h e vez savet ha kaset an testeni evit an tailhoù d’ar brofourien evel ma ra dija evit an holl brofourien.

Penaos eo bet ganet an emglev-mañ etre Diwan ha kef labour douar Penn-ar-Bed ?

Dibabet en deus Kef Labour-douar Penn-ar-Bed lakaat war-wel kevredigezhioù a denn d’ar sevenadur ha d’an en-dro e framm an doare nevez-mañ da brofañ dre al LDDS. E kreizig-kreiz hor preder emañ an temoù-mañ ha dileuriet int dreist-holl e bed kevredigezhel Penn-ar-bed. Sevenadur breizh a ya da ober Diwan, ar pezh a zo bet komprenet mat ganeomp evit lañsañ an doare skoazell-mañ. Kontant-kenañ omp eus ar c’henlabour-mañ a hetomp frouezhus evit an 10 kevredigezh dibabet !

Petra eo al liamm etre Kef Labour-douar Penn-ar-Bed hag ar brezhoneg ?

Abaoe ur pennad amzer dija e sikour kef labour-douar Penn-ar-Bed ar brezhoneg. E 2018 da skouer e oa bet lañset ur galv da raktresoù kevredigezhioù evit yezh ha sevenadur Breizh, en o zouez Diwan. Brezhonegerien pe tost ouzh ar brezhoneg emañ un nebeud dilennidi eus Kef Labour-douar Penn-ar-Bed ha c’hoant o deus en un doare naturel sikour Diwan hag ar brezhoneg.

Evidomp-me evel tad e Diwan e ran ma gwellañ evit sikour ha soñjal a ra din ez eo al LDDS un doare mat da sachañ muioc’h a dud c’hoazh evit skoazellañ ar rouedad hag un hentenn ouzhpenn eo evit sikour Diwan. Hor pal eo dreist-holl skoazellañ ar brezhoneg rak n’hon eus ket ezhomm digeriñ LDDS nevez.

Digoret eo ar c’henemglev-mañ evit ur badelezh a 18 miz ha posupl e vo kenderc’hel gantañ ‘ma ‘z a an emglev-mañ mat en-dro. Met bremañ, izel eo ar feurioù kampi, neuze e vroudomp kalz ar pratikoù da ober profoù ingal da Diwan ivez !

> Ober ur prof enlinenn bremañ war lec’hienn Diwan !

Gerioù-alc'hwez stag : arc'hant    dons   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ