Darempred

Degemer > Skol-diwan-e-trowardroiou-kernitron-al-lann
logo_kernitron_gwinieg_logo_kernitron

Poent war ar raktres digeriñ ur skol Diwan e trowardroioù Kernitron-al-Lann / Gwinieg-Breizh

Emañ Diwan o klask un dachenn pe ur savadur

10/03/2022

Lire cet article en français

Goude un nebeud mizioù labour evit digeriñ ur skol Diwan nevez e Bro Naoned e karfemp kelaouiñ pelec’h emañ emgavet ar raktres.

E 2019 emañ e soñj izili ar c’huzul skoazell digeriñ ur skol e Kernitron-al-Lann. Ne gavomp ket avat savadurioù azas war ar gumun daoust da meur a emgav en ti-kêr. Dre ma oa ouzhpenn an hanter eus ar vugale o chom e Gwinieg-Breizh ez eo bet divizet klask er c’horn-bro-mañ. Neuze ez omp aet e darempred gant ar re war ar renk evit an dilennadegoù tiez-kêr, ar re-mañ rannet war div listenn,  mui gant ar skipailh az aio ar maout ganti. Met evel e Kernitron al Lann ne c’hell ket kumun Gwinieg-Breizh kinnig savadurioù publik.

Diskouez a ra ar rakenskrivadurioù mui berzh ar c’houlzad Crowdfunding (15 000 € dindan 1 miz) pegen mennet eo an dud da gas ar raktres da benn koulskoude. Neuze e tiviz izili ar c’huzul skoazell, gant asant ar rouedad Diwan, klask savadurioù prevez. E penn kentañ miz Gouere 2021 e kavomp un dachenn brevez ma vo posupl staliañ ar skol. Lañsañ a reomp eta an aotre sevel evit staliañ savadurioù heloc’h ha diskleriañ a ra ar rouedad Diwan ar raktres digeriñ en un doare ofisiel d’ar rektordi evit an distro-skol 2021 gant un degad a skolidi.

Un nebeud skoilhoù melestradurel a viro ouzhomp avat digeriñ ar skol e miz Gwengolo 2021. Rediet omp neuze da gas hor pal digeriñ ar skol betek an distro-skol 2022. Siwazh deomp, tra ma tapomp a-benn ar fin an aotreoù da staliañ ar savadurioù heloc’h omp kelaouet ne c’hello ket ken an dachenn brevez degemer ar skol.

Se zo kaoz e c’houlennomp hor sikour : emaomp o klask un dachenn (500/1000 m2) pe ur savadur (80/120 m2 + 300/500 m2 evit ar porzh) e trowardroioù Kernitron-al-Lann pe Gwinieg-Breizh ha prest omp da studiañ kement kinnig.

Gellout a reoc’h sikour ac’hanoc’h evit ma teuio da wir ar c’haer a raktres-mañ a zegemero skol Diwan nevez kentañ Bro Naoned. Skignit ar gemennadenn-mañ ha deuit e Darempred ganeomp ma ‘peus un diskoulm da ginnig. En ho kourc’hemenn e vimp evit kejañ ganeomp war se : demat[at]diwan.bzh / skoazell.diwan.kernitron[at]gmail.com

Gerioù-alc'hwez stag : loire atlantique    skol    44   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ