Darempred

Degemer > Skolidi-bet-e-diwan-en-eurovision
alvan_ahez_eurovision_273750338_113042347971218_429438029240495130_n

Skolidi bet e Diwan en Eurovision !

Keleier

11/03/2022

E Diwan e krouomp tud donezonet-kaer ! E 1996 e kane Dan Ar Braz “Diwanit bugale” evit Bro-C’hall en Eurovision, ur ganaouenn a oa he sujed treuzkas ar brezhoneg d’ar rummadoù nevez. 26 vloaz diwezhatoc’h eo tro Alvan & Ahez, tud yaouank bet e Diwan, da gemer perzh en Eurovision gant an titl “Fulenn”. Emaomp holl a-gevret ganto ! Betek an trec’h !

Bezit war evezh, un atersadenn vo skignet war hor rouedadoù a-benn un nebeud sizhunvezhioù.

Selaouit ar ganaouenn war YouTube

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Manifestomp d'ar 17 a viz Mae 2025 e Roazhon

Evit ar brezhoneg hag a-enep digresk drastus ar c’hevratoù skoazellet

Kendalc'h Diwan 2025

D’ar Sadorn 26 ha d'ar Sul 27 a viz Ebrel e vo kendalc’h Diwan e Ti ar Brug e Kemper. Ur prantad a-bouez eo evit sevel ur bilañs...

An holl bennadoù war an tem-mañ