Darempred

Degemer > Ur-remziad-nevez-a-vachelourien
skolaj-diwan-kemper__RLP2335

Ur remziad nevez a vachelourien !

10/07/2019

Lire cet article en français

Setu ! Embannet eo bet holl disoc’hoù an arnodennoù. Ar bloaz-mañ c’hoazh, skolidi eus ar skolajoù hag eus al lise Diwan a ziskouez deomp perzhioù mat : 97% er breved ha 97% er vachelouriezh. Evit studierien gKelenn, bez eus ivez 13 loread evit 13 post e kenstrivadeg kelennerien ar c’hentañ derez.

Er skolajoù, 206 skoliad war 211 o deus tapet o Breved. En o zouez, 86% o deus resevet ur meneg (60 meneg « mat tre », 65 meneg « mat » ha 57 meneg « mat a-walc’h »). C'hwec'h skolajiad a dremeno o arnodennoù en miz Gwengolo abalamour d’ar cheñchamant deiziad dibabet gant ar vinisterezh en abeg d’an amzer c'hor.

An AKED hag an DIBAB a zo arnodennoù diabarzh Diwan e brezhoneg evit an dredeidi :

El lise ez euz bet kinniget 103 emstriver ha 100 o deus tapet ar vachelouriezh. Ar feur pengenniñ a sav da :

  • 95,8% e S (46 loread)
  • 96,6% e ES (28 loread)
  • 100% e L (26 loread)

Ar bloaz-mañ, 15 lisead o deus tremenet o arnodenn matematikoù e brezhoneg. E penn kentañ miz Gouere o doa skrivet ar c’hevredigezhioù sevenadurel d’ar rektor. Respontet en doa e oa un emvod labour raktreset en distro-skol.

E Kelenn, 13 loread a zo bet anvet evit 13 post e kenstrivadeg kelenner ar skolioù.

Gerioù-alc'hwez stag : eil derez    breved    bachelouriezh   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ