Darempred

Degemer > Ur-skol-nevez-hag-ul-lise-nevez-evit-diwan
lise-diwan-gwened_liseidi_dirgi_1

Ur skol nevez hag ul lise nevez evit Diwan !

09/09/2020

Lire cet article en français

Ur skol nevez hag ul lise nevez evit Diwan ! Loc’het eo ar skolidi ha skipailhoù ar skolioù, skolajoù ha liseoù gant un distro-skol nevez, ar 44vet eus ar rouedad Diwan, un distro-skol ma vez doujet d’ar protokol yec’hel lakaet da vont abalamour d’ar c’hovid.

Goude an diskuizh hañv deuet mat evidomp eo merket an distro-skol 2020 gant 2 zigoradur er rouedad :

“Daou geloù mat m’hon eus labouret holl asambles evito, pozitivel eo, a ziskler Stéphanie Stoll, prezidantez ar rouedad. Padal e rankomp talañ ouzh ur mare n’eus ket bet gwelet c’hoazh gant un digresk bras war an niver a skolidi er c’hentañ derez mui serradur skol Kistreberzh. Ur mare diaes eo seul vui ma’z a ar c’helenn dre soubidigezh mat en-dro bemdez en ho skolioù.” En eil derez e kendalc’h an niver a skolidi da greskiñ, dreist-holl e klas 6vet, ur sin mat evit skoliata ar re yaouank.

> Lenn ar pennad Ul live brezhoneg a feson gant skolidi CM2 Diwan bet priziet gant akademiezh Roazhon

> Lenn ar pennad "Ur gwir efed pozitivel war ar familh"

Lakaet diaes eo bet Diwan gant ar c’henfinañ pa en deus direnket mont en-dro ar soubidigezh. Degaset he deus an enkadenn yec’hel soñjoù diasur tra ma n’eo ket erru c’hoazh ar gwelladennoù a zlefe ar rouedad tennañ gounit diouto. Abaoe distro-skol 2017 e c’houlenn Diwan ma vo anavezet gwelloc’h e gefridioù a servij publik ha ma vo ar peadra da zerc’hel padus implijoù nann gelennerien ar skolioù. Kemm al lezenn war ar forfed skol en doa da zegas betek 1 milion a euro e kefioù ar skolioù, met n’eus nemet 72 000 euro a zo bet roet gant ar c’humunioù.

E fin miz Eost, pevar devezh a-raok an distro-skol ez eus bet un taol fall p’en deus ar Stad nac’het krouiñ un tregont bennak a gevratoù sikouret. “Lavaret e vez deomp e vo diskoulmet kudenn ar c’hevratoù ha padal e klever gant ar skolioù e chom stanket an traoù. Ne c’hell ket se padout ken.”

Daoust d’an diaezamantoù-mañ ez eo frouezhus ivez labour Diwan. Ur rummad klok a 12 skoliad o deus loc’het gant o studioù e Kelenn, kreizenn stummañ skolaerien Diwan. "Un oustilh pouezus-tre eo kelenn evit kaout ur soubidigezh solut, a lavar Stéphanie Stoll, disoc’hoù ar studierien mui live uhel ar stummadur a glot mat gant ar pezh emaomp o c’hortoz  pa weler eo pourvezet an holl bostoù kelennerien. Un nerzh eus ar c’helenn dre soubidigezh eo."

Gerioù-alc'hwez stag : distro skol    kentañ derez    eil derez    stummadur   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ