Darempred

Degemer > Visio-conference-avec-le-premier-ministre-jean-castex-un-soutien-a-limmersion-a-confirmer
visioconference_premierministre_20210915_150534_2

Pellemvod gant ar C’hentañ Ministr : ur souten d’ar soubidigezh da vezañ kadarnaet

21/09/2021

Lenn ar pennad e galleg

Evel embannet e oa bet degemeret dileuridi rouedadoù ar skolioù dre soubidigezh dre bellemvod gant ar c’hentañ Ministr Jean Castex d’ar Merc’her 15 a viz Gwengolo. Gantañ e oa Ministr an Deskadurezh Stad, ar gannaded Christophe Euzet ha Yannig Kerlogot hag o c’henlabourerien. Pedet oa bet ivez dileuridi strollegezh Korsika hag ofisoù publik ar yezhoù rannvro. 

Goude ur pennad digeriñ kaoz gant ar C’hentañ Ministr mui ur c’hinnig gant Ministr an Deskadurezh Stad eus an diarbennoù lakaet e pleustr evit ar yezhoù rannvro hag ar re war ar stern, en o zouez teul kevratañ skol Sant-Ervlan, eo bet posupl d’ar berzhidi dont er gaoz. 

Diskleriet o deus splann dileuridi ar strollegezh Korsika hag an ofisoù publik ez eo ar bedagogiezh dre soubidigezh un hentenn efedus hag un dra ne c’heller ket ober hepti evit mirout yezhoù hor rannvroioù ha tizhet ganti ouzphenn ar palioù gortozet gant an Deskadurezh Stad. An hent ret eo an adreizhañ bonreizhel evit anavezout ar yezhoù rannvro ha suraat an hentenn dreuzkas.

Gellet o deus dileuridi ar rouedadoù dre soubidigezh lavaret a-stroll e oa bet kollet ar fiziañs e-keñver ar youl lakaet evit distrujañ lusk bras an treuzkas a zo anezhañ abaoe 50 vloaz evit derc’hel bev hor yezhoù.

War lerc’h bezañ bet klevet kalz a berzhidi en deus ar C’hentañ ministr diskleriet bezañ difenner ar yezhoù rannvro hag an hentennoù treuzkas.

Embannet en deus ar c’hentañ ministr :

  • e vo lakaet e pleustr ur c’helc’h-lizher evit suraat ar soubidigezh war verr dermen, dindan e evezh ha kinniget e vo deomp,
  • ul labour lezennel diouzh ret,
  • un aozadur kuzuliañ dibaouez etreministrel war ar yezhoù rannvro dindan warez ar c’hentañ ministr

Tra digent evit ar yezhoù rannvro hag ar rouedadoù dre soubidigezh, tremenet en deus ar C’hentañ ministr ouzhpenn 2eur30 oc’h eskemm war an danvez. Adkemer a raio an teuliad en e bezh ha seblantout a ra eeun e souten pa ouezer estreget traoù all, emañ tomm e galon ouzh e rannvro hag ouzh ar c’hatalaneg.

Met abalamour d’hor skiant-prenet ha kemennadenn diasur ar c’hentañ ministr war ar soubidigezh war lerc’h an emgav-mañ e rankomp chom war evezh ha war-wel keit ha ma ne vo netra sur.

Da notenniñ eo e oa ezvezant an hentennoù publik ha prevez a ra o lod bras ivez evit treuzkas ar yezhoù rannvro. Sklaer eo ez eus mankoù gant an hentennoù-mañ evit kas da benn o c’hefridi hag evit respont da ezhommoù ar familhoù. Ret eo d’ar c’hentañ ministr lakaat un emgav ganto ivez evit klevout o c’hudennoù.

D’al lun 20 a viz Gwengolo e oa bet dalc’het un nebeud darvoudoù en hor skolioù. Un devezh dre soubidigezh a oa bet aozet en hor skolioù evit displegañ en un doare pedagogel an hentenn dre soubidigezh he deus prouet he efedusted abaoe ouzhpenn 40 vloaz. E Gwened hon eus lidet asambles gant ar Prezidant Rannvro, Maer Gwened ha kalz a zilennidi all, digoradur savadurioù nevez al lise-skolaj Diwan a vo ur skouer pedagogel nevez evit hor rouedad. Darvoudoù pozitivel a ziskouez ur wech ouzhpenn pegen barrek omp evit bodañ tud tro dro da Diwan en un doare pozitivel ha evit kaout harp dilennidi an tiriadoù.

Ret eo chom war evezh evit an danvezioù all : kevratañ Sant-Ervlan, klasadoù 6vet ar Releg-Kerhuon ha Plijidi leun-bourr (40 skoliad), ar skodennoù skol, ar c’henemglev Stad-Rannvro, kudennoù savadurioù ingal

Neuze evit difenn hor goulennoù ha bezañ kengret gant an holl hentennoù hag an holl c’hopridi o labourat evit treuzkas ar brezhoneg e c’halvomp an holl re tost o c’halon ouzh Diwan, an dud a youl vat, ar c’hopridi da zont da vanifestadeg kenurzhiadur labourerien yezh ha sevenadur Breizh :

D’ar Merc’her 22 a viz Gwengolo da 16 eur dirak kastell Kerampuilh Karaez

Emgav facebook : https://fb.me/e/1JQTFmKKx

 

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ