Darempred

Degemer > Yann-uguen-succede-a-stephanie-stoll-a-la-presidence-du-reseau
Stephanie_Stoll_FotoYU_SS2020

Yann Uguen a za da heul Stéphanie Stoll evit prezidantelezh Diwan

Ur burev nevez evit Diwan

30/04/2021

Yann Uguen a za da heul Stéphanie Stoll evit prezidantelezh ar rouedad, kement-se a oa bet votet gant kuzul-merañ Diwan d'ar sadorn 24 a viz Ebrel pa oa bet dilennet ur burev nevez.

Lire l'article en français

Kemennadenn ar c'huzul-merañ

Goude 6 vloavezh a brezidantelezh e penn ar rouedad Diwan he deus diskleriet Stéphanie Stoll e karfe chom a sav war lerc’h ar c’hendalc’h a zlefe bezañ bet aozet d’an 23 ha 24 a viz Mae daleet evit abegoù yec’hedel. Daoust da se he deus divizet chom a sa evel raktreset da geñver kuzul merañ ar rouedad d’ar 24 a viz Ebrel.

Trugarekaat a reomp dezhi evit he emouestl dibaouez. Gouezet he deus sachañ an dud a youl vat, an dud tost o c’halon ouzh Diwan hag an dilennidi da geñver enkadennoù evit kaout araokadennoù istorel evit Diwan. He frezidantelezh a verko hor rouedad e pad pell. Gouzout a reomp ivez e c’hellimp kontañ war he skoazell ar bloavezhioù a zeu.

Trugarekaat a reomp ivez Nelly Le Moullec, ezel ar burev e karg eus ar c’hentañ derez hag a laosk he flas evel he doa lavaret dija.

Ur skipailh a skiant prenet eo a en em gav e penn al lestr Diwan. Yann Uguen, goude 4 bloavezh evel teñzorer a gemer plas Stéphanie, sikouret gant Morgan Campion a chom gant an eilprezidantelezh e karg eus an eil derez, Anne-Sophie Brats eilprezidantez e karg eus ar c’hentañ derez hag erfin Yves-Marie Derbre-Salaün e penn ar vuhez kevredigezhel.

Chañs vat deoc’h hag evit ar burev nevez !

> Lenn stumm hir ar gemennadenn

Gerig kenavo Stéphanie Stoll

“Setu ! echu eo, graet ‘m eus ma lod e penn Diwan. Gwelloc’h em bije kavet lavaret kenavo deoc’h war al lec’h da geñver Kendalc’h Kemperle met diposupl abalamour d’an enkadenn yec’hedel.

A-raok mont kuit, bez’ ez eus kalz a dud da drugarekaat pa ‘z eo bet an eizh bloavezh-mañ e kuzul merañ Diwan ur mare a-zoare a-fed an darempredoù gant an dud  pe gant izili ar C’huzul Merañ hag implijidi ar servijoù e Landerne pe gant an holl dud a youl vat pe gopret em eus darempredet da geñver kalz a emgavioù kevredigezhel, hor gouelioù hag ur wech an amzer war ar straedoù da geñver manifestadegoù. Bemdez hag a-nebeudoù em eus desket ganeoc’h ha plijadur ez eus bet.

Ouzhpenn 6 vloaz zo pa ‘z on aet da brezidantez ar rouedad ne oan ket gwall fier. Me kredet ‘ meus en ober, kredet evel lod all, azezañ war skoazioù ramzed ha bountañ Diwan pelloc’h etrezek « ar servij publik a gelenn demokratel ha nevesaet e Breizh » a zo ar brezhoneg ar yezh vuhez ha kelenn. Laouen-tre on e kred Yann Uguen ober kement all, kontant da welet emañ gant ur skipailh kaer er burev hag er c’huzul merañ ha spi ‘m eus e teuio izili nevez da labourat ganto evit bevañ ur mare frouezhus a-fed an darempredoù gant an dud.

Gouzout a ran e vo diaezamantoù all met dreist holl levenezioù all ha hetiñ a ran deoc’h holl piaouañ ar gerioù-mañ evit prezegennoù ar manifestadegoù : Betek an trec’h !

Stéphanie

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : diwan    stephanie stoll    yann uguen   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ