Darempred

Degemer > Yannig-audran-le-createur-de-skol-diwan-bro-pondi-sen-est-alle
Yannig_Audran_Stankell_Gerledan

Yannig Audran, krouer skol Diwan Bro Pondi anezhañ, zo aet d’an anaon

13/07/2021

Yannig Audran, skolaer e skol Diwan Pondi, zo aet diouzhimp. Ugent vloaz zo e oa hennezh e-touez ar re o doa savet ar skol.

Lenn ar pennad e galleg

Mil vrudet e oa e Bro Pondi, sot pitilh gant ar brezhoneg ha bed ar sonerezh e Breizh. Plijout a rae dezhañ treuskas. Ha plijet e oa ar vugale da vont d’ar skol a drugarez dezhañ. Ar re ne oant ket en e glas zoken a c’hortoze gant hiraezh erruout e klas ar re CM1-CM2 meret gant Yannig. Un den tre e oa ha bras eo an diouer anezhañ.

E genlabourerien hag ar re o doa labouret gantañ a zoug grad-vat dezhañ :

Lennit ar pennad fromus skrivet get Daniel Doujet, skolaer ha renour Diwan An Oriant e-pad blezadoù

Valérie Le Gal, skolaerez e Diwan An Oriant (diell .pdf amañ dindan)

Beatris Ar Moing (diell .pdf amañ dindan)

Sabrina Ar Badezed (diell .pdf amañ dindan)

Dielloù

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ