Keleier
-
Diwan enepbonreizhel !
21/05/2021
Gant respont ar c'huzul bonreizh eo difennet ar soubidigezh er publik, ha gwallgaset er skolioù kevrataet !
-
Ar skolioù lakaet war wel
17/05/2021
Abalamour d’ar govid ne oa ket bet tu da aozañ prantadoù dorioù digor er bloaz-mañ er skolioù divyezhek evel e lec’h all. Kenlabouret en deus Diwan gant div yezh, Divaskell, Mignoned ar Brezhoneg, Kevre Breizh, Ofis publik...
-
Yann Uguen a za da heul Stéphanie Stoll evit prezidantelezh Diwan
30/04/2021
Yann Uguen a za da heul Stéphanie Stoll evit prezidantelezh ar rouedad, kement-se a oa bet votet gant kuzul-merañ Diwan d'ar sadorn 24 a viz Ebrel pa oa bet dilennet ur burev nevez.
-
Kenemglev Stad-Rannvro : Bepred unvan hor c'hevredigezhioù evit goulenn neveziñ anezhañ
09/04/2021
8 a viz Ebrel 2021, Kambr ar gannaded e Pariz. 247 kannad o deus votet evit ar c'hinnig a-zivout gwarez ar yezhoù rannvro hag o bruderezh.
-
Lezenn yezhoù rannvro : Kannaded·ezed Breizh ! Deomp dezhi betek penn, kontañ a reer warnoc'h d'an 8 a viz Ebrel !
07/04/2021
Ni, ar strollad "Unanet evit ar Brezhoneg" a stourm abaoe mizioù evit ma vo an 8 a viz Ebrel un devezh istorel evit ar yezhoù bev anvet "yezhoù rannvro" e Bro-C'hall, gant al lezenn gentañ abaoe al lezenn Deixonne e 1951.
-
"Bonreizhel eo ar c’helenn dre soubidigezh e yezhoù rannvro"
06/04/2021
D'an 8 a viz Ebrel e vo studiet gant ar senedourien en eil lennadenn kinnig lezenn ar c'hannad Paul Molac war gwarez gladel ar yezhoù rannvro. En destenn emañ melladoù a c'hellfe kas war-raok a galz anaoudegezh ar skolioù dre soubidigezh....
-
Poent eo anavezout ar c’helenn dre soubidigezh !
30/03/2021
Goulenn a ra Eskolim ouzh ar gannaded·ezed souten penn-da-benn ar c’hinnig lezenn war gwarez gladel ar yezhoù rannvro pa vo studiet d’an 8 a viz Ebrel. Bodet e Bastia eus ar 26 d’an 28 a viz Meurzh e c’houlenn ar c’hwec’h...
-
Daleañ ar c'hendalc'h 2021
26/03/2021
Divizet eo bet nullañ ar c’hendalc’h raktreset d’ar 24 ha 25 a viz Ebrel e lise Kerneuzec e Kemperle.
-
Ar gwirioù yezhel a zo ul lodenn eus ar gwirioù mab-den
01/12/2019
Dalc’het oa bet Emgavioù europa ar gwirioù yezhel e Roazhon d’ar 25 a viz Here 2019 gant Fernand de Varennes, penndaneveller ar broadoù unanet evit ar minorelezhioù. Kenaozet e oant gant Kevre Breizh ha Kuzul sevenadurel Breizh.
-
10 kinnig ar c’hevredigezhioù evit manifestadeg an 13 a viz Meurzh
10/03/2021
Dek kinnig evit ar skrid-emglev Stad-Rannvro a zo bet displeget gant Diwan, div yezh Breizh, Divaskell, Kelennomp ha Kevre Breizh e Ti ar vro Kemper, d'ar Merc'her 10 a viz Meurzh.