Darempred

Degemer > Etablissements > Skolaj Diwan Ar Releg
Skolaj Diwan Ar Releg

Skolaj Diwan Ar Releg
Straed / Rue Gay Lussac
Ar Releg / Le Relecq-Kerhuon 29480

02 98 30 56 83


skolaj.ar.releg[at]diwan.bzh
http://www.skolajdiwanpennarbed.puzl.com

Skolaj Diwan Ar Releg
skolaj_releg

Skol Diwan Ar Releg

Tost tregont vloaz zo e oa bet digoret ar skolaj Diwan kentañ en ur ranndi e Brest. Aet e oa d'ar Releg-Kerhuon nebeut amzer warlerc'h. E miz Gwengolo 2018 e vo lidet an tregont vloaz war an ton bras er Releg-Kerhuon hag e vo ur bern sonerien ha kanerien war al leurenn bet skolajidi amañ ! Skiant-prenet zo gant skipailh ar skolaj hag ur bern kelennerien ha renerien ar skolajoù all zo bet er Releg-Kerhuon mare bennak. Ur skolaj e-kichen Brest ar gêr vras eo. Ur gêr gant kalzik studierien. Aes eo kaout kasourien amañ evit labourat un nebeut eurvezhioù ar sizhun.

Tost d'an aod emañ ar skolaj ! Bageal hag ober kaiak a vez graet kalz gant ar skolajidi pa n'eo ket dibennoù-sizhun surf a vez kinniget en trede klas gant ar gasourien. C'hoariva a vez graet ivez, e bro Leon emaomp ! Ur skolaj-lojañ eo ivez lec'h ma vez desket sioulaat ha talañ ouzh an anken hag ar stress. Raktres ar skolaj eo an agenda 21 ivez en darempred gant kuzul an departamant. Hep ankouaat an nozvezh gala a vez ur wech ar bloaz !

Ar saloñs bale ha touristelezh «Baleadenn» a vez aozet gant ar c'huzul-skoazell ivez bep bloaz, gant etre tregont ha daou-ugent diskouezer. Ar pal eo ivez dastum arc'hant evit obererezhioù ar skolaj hag evit ar rouedad Diwan. Hag er Releg-Kerhuon evel-just !​
Keleier ar skol

Skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon : penaos e vo distro-skol 2024 ?

17 juin 2024

Afer zo suraat distro-skol 2024 skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon evit mad ar skolajidi ha treuzkas ar brezhoneg

Holl keleier ar skol
Darvoudoù ar skol
Holl darvoudoù ar skol