Keleier
-
Aodoù-an-Arvor : hag ar brezhoneg ?
21/12/2023
Kemennadenn gelaouiñ Manifestadeg d'an 3 a viz C'hwevrer 2024 e Sant-Brieg
-
Budjed 2024 ar rouedad Diwan : mont war-raok daoust d'un degouezh start
19/12/2023
D’ar 16 a viz Kerzu e oa en em vodet izili ar c’huzul merañ evit kendivizout ha votiñ ar budjed 2024. N’eo ket bet simpl da gavout ar c’hempouez abalamour da vonc’hwez ar bloavezhioù tremenet ha degouezhioù strizh e skolioù...
-
Stummadur dizoloiñ ur meziant frank da verañ ha da fakturenniñ ar gantinenn hag an diwallerezh
15/12/2023
Evit stummañ an dud a-youl vat e kinnig Kevread Diwan Mor-Bihan dizoloiñ ha deskiñ ober get ur meziant frank da verañ ha da fakturenniñ ar gantinenn hag an diwallerezh.
-
-
Forom an Henchañ 2024
12/12/2023
Bep bloaz 'vez aozet gant Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.
-
Skolaj Diwan Gwiseni : Lun 27 a viz Du, devezh an addigoradur
01/12/2023
Tra ma oa aet toenn skolaj Diwan Gwiseni gant ar gorventenn Ciarán ha deuet ar savadur da vezañ dirapar e oa bet gellet digeriñ en-dro ar skolaj d”al Lun 27 a viz Du a-drugarez d’un emsavadeg kreñv.
-
Devezh eskemm d'an 2 a viz Kerzu 2023 e Karaez
23/11/2023
Gweladenn al lise, keleier rouedad Diwan, bodadoù labour, diwallerezh war al lec'h
-
Kengred gant skolaj Diwan Gwiseni evit un dazont seder
17/11/2023
Skoet eo bet hor skolaj Diwan e Gwiseni (29) gant ar gorventenn Ciaran en noz etre ar Merc’her 1 hag ar Yaou 2 a viz Du 2023. Tennet eo bet kuit an tri c’hard eus an doenn hag ar framm koad gant an avel. Diwar se eo deuet a-benn...
-
5vet plas evit Tomaz André war ar Mini Transat gant livioù Diwan hag ar brezhoneg dispaket uhel gantañ
13/11/2023
Kreñv eo bet an avel e Breizh en devezhioù tremenet evit hor rouedad ha dreist-holl evit skolaj Gwiseni. Avel a-du a zo bet avat evit Tomaz André, skipper yaouank ha brezhoneger anezhañ, lañset er Mini Transat 2023, gwisket gantañ...
-
Emañ Diwan o klask skoazell war kontroll merañ ar rouedad
13/11/2023
E framm e gefridioù emañ ar rouedad Diwan o klask skoazell war kontroll merañ ar rouedad evit klokaat obererezhioù ar servijoù.